Colin Luther Powell (Harlem, New York, 5 Ebrel 1937Bethesda, Maryland, 18 Here 2021) a oa ur jeneral hag ur politikour stadunanat. E penn Armeoù ar Stadoù-Unanet e voe etre 1989 ha 1993, ha sekretour-Stad (ministr an Aferioù Estren) etre 2001 ha 2005.

Colin Powell e 2001

Redmicher soudard kemmañ

Eus Jamaika e oa e dud. Bevet en deus e karter ar Bronx e-pad e vugaleaj. Studiet en deus e skolioù publik New York ha da c'houde en deus bet un diplom marc'hadourezh.
Kregiñ a reas e redmicher soudard e 1958 evel isletanant. E 1962 e voe bet e-touez ar 16 000 soudard kaset gant ar prezidant Kennedy da su Viêt Nam. Resevet en deus div vedalenn soudard e-korf hevlene : ar Purple Heart hag ar Bronze Star. Distreiñ da Viêt Nam a reas e 1968-1969. E-doug ar veaj-se e voe gloazet en ur gwallzarvoud biñsaskell. Daoust da se eo deuet a-benn da dennañ e gamaraded eus ar viñsaskell entanet, ha resevet en deus ar vedalenn soudard. En holl en deus resevet 11 kinklerezh soudard, Urzh an Dellezegezh en o zouez.

Politikour kemmañ

Kuzulier er surentez vroadel eo bet etre 1987 ha 1989. E 1989 eo bet anvet e penn ar sturvod, ur post dalc'het gantañ betek 1993. D'ar 16 a viz Kerzu 2000 eo bet anvet sekretour-Stad gant George W. Bush. E 2003 e voe digoret Brezel Irak. D'ar 25 a viz Genver 2005, prestik goude ma voe addilennet ar prezidant Bush e 2004, e kuitaas C. Powell e bost sekretour-Stad, a voe kemeret gant Condoleezza Rice. A-goulzadoù en devoa kemennet e skoazell da Varack Obama da geñver an dilennadegoù prezidant e 2008 ha 2012.

Goude e vuhez bolitikel kemmañ

Votet en doa e 2016 evit an danvez prezidantez demokrat Hillary Clinton. E miz Here 2020 ec'h embannas Colin Powell e harpje an danvez prezidant demokrat Joe Biden en dilennadeg prezidant 2020.

Mervel a reas d'an 18 a viz Here 2021 er Walter Reed National Military Medical Center e Bethesda (Maryland), e bannlev Washington D.C., diwar rouestladoù degaset dezhañ gant ar c'hleñved COVID-19, peogwir e oa gwan e reizhiad immunekaat abalamour d'ur c'hign-bev gwadouriel en doa tapet.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.