Comme un p'tit coquelicot

Comme un p'tit coquelicot (Evel ur rozenn-aer vihan) a zo ur gananouenn c'hallek, savet gant ar pozier Raymond Asso (1901-1968) hag ar bianoourez ha sonaozourez Claude Valéry[1] (1909-1992) e-kerzh hañv 1951.

Krouet e oa bet evit ma vije kanet gant Maurice Chevalier da gentañ-penn ; dre na blijas ket ar sonenn dezhañ e voe kinniget da Yves Montand a nac'has ivez[2]. Gant Mouloudji e voe graet a-barzh fin ar gont e sal-sonadegoù Les Trois Baudets (Pariz XVIII) e miz Kerzu 1951. Enrollet e voe d'an 8 a viz C'hwevrer 1952 gantañ, eilet gant André Grassi (1911-1972) hag e laz-seniñ[3].

Daoust ma voe kanet gant ur bern arzourien all — Leïla Bekhti[4], Marie-Paule Belle, Louis Chedid, Jacqueline Dulac, Maxime Le Forestier, Les Compagnons de la chanson ha Les Sunlights en o zouez — e chomas liammet Comme un p'tit coquelicot ouzh Mouloudji e vuhez-pad.

Selaou Comme un p'tit coquelicot... kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Gwreg Raymond Asso, Valérie Bousquet diouzh hec'h anv gwir.
  2. (fr) Fabien Lecoeuvre, Petites histoires des grandes chansons.
  3. (fr) Lec'hienn Je Chante ! Magazine.
  4. Er film Avant l'hiver, sevenet gant Philippe Claudel e 2013.