Constantinus III
Flavius Claudius Constantinus, anavezet ivez evel Constantinus III (marvet un tamm goude an 18 a viz Gwengolo 411), a oa ur jeneral roman hag en em savas a-enep an impalaer Flavius Honorius, hag a embannas bezañ impalaer roman ar C'hornôg en Enez Vreizh er bloaz 407.
Istor kemmañ
En 406 en em savas proviñsoù Enez Vreizh. Ar gwarnizonoù ne vezent ket paeet ken ha divizet o devoa dilenn o renerien. Da gentañ e voe dibabet Marcus ha Gratianus, met ne blijas nag an eil nag egile d'ar soudarded goude ur pennad ha lazhet e voent. Dre m'o devoa aon rak an aloubadegoù german ha ma klaskent un tamm surentez en ur ur bed a seblante kouezhañ buan en e boull e klaskas lejionoù Breizh dibab ur jeneral kreñv hag ampart : kemer a rejont un den hag a oa anvet evel an impalaer brudet e deroù ar IVvet kantved, Constantinus Veur, en devoa kemeret ar galloud goude emsevel e Breizh.
Constantinus a oa ur soudard ordinal, a greder, met ne oa ket dizampart, ha ne chomas ket da yariñ. Buan e treuzas Mor Breizh e Bononia (Boulogne) ha, hervez a gred an istorourien, e tastumas an holl soudarded a chome en Breizh, ma ne chomas ken stourmerien a gentañ linenn en Breizh ken. Mont a reas neuze da chom e Galia ha gantañ e holl soudarded prest da vont da vrezeliñ ouzh ar pobloù german o devoa treuzet ar Roen er goañvezh a-raok. E Galia e savas al lejionoù roman a-du gantañ, ha kemend-all a reas re Hispania.
Constantinus a c'hounezas meur a emgann a-enep lejionoù an impalaer Flavius Honorius. Honorius a rannas ar galloud gantañ en 409.
Kenimpalaer e voe adal 409 betek e varv, pa voe tapet ha lazhet e 411.