Cora Droma Rúisc (Carrick-on-Shannon e saozneg) zo ur gêr en Iwerzhon, e kontelezh Liatroim. Kêr-benn ar gontelezh eo. Emañ war lez stêr hirañ Iwerzhon, An tSionainn (Shannon), e gwalarn Republik Iwerzhon, war-dro 150 km diouzh Dulenn. Ur porzh pouezus eo evit ar bigi a vez o vont hag o tont a-hed An tSionainn ha brudet eo ivez evel kreizenn besketa.

Pont Cora Droma Rúisc/Carrick-on-Shannon war ar stêr Shannon pe an tSionainn.