Ar stêr Crati, 91 km dezhi, eo brasañ stêr Calabria, ha trede brasañ Su Italia, war-lerc'h ar stêrioù Volturno ha Sele. En Henamzer e oa « Crathis » (Κρᾶθις) hec'h anv.

Crati

Red kemmañ

Eieniñ a ra ar stêr Crati e menezioù Sila, e kumun Aprigliano, en ul lec'h anvet Timpone Bruno, en ul lec'h a zo 1 742 m a uhelder, ha diskenn alese war-du Cosenza. Eno e kember gant ar stêr Busento, war he lez kleiz, ha daougementet he ledander. Goude e tremen ar stêr Crati dre ur blaenenn vras, traonienn Crati, m'en em gav gant un toulladig adstêrioù war he lez dehoù: ar stêrioù Arente, Duglia, ha Mucone dreist-holl, ha gwazhioù anvet Finita, Turbolo, Cucchiato, Campagnano, Mavigliano ha Settimo. Pelloc'h e tegouezh e Tarsia, ma'z eus bet savet ur stankell d'ober lenn Tarsia. Pa deu e-maez al lenn e red war-du ar biz ma kej gant ar stêr Coscile, war he lez kleiz, ur pemp kilometr diouzh pleg-mor Taranto. Goude-se, etrezek ar reter, e tremen dirak hengêrioù Sybaris ha Thurii.

Aberiñ a ra e pleg-mor Taranto e-kichen porzh Corigliano Calabro.

Kumunioù ma tremen kemmañ

Belsito, Bisignano, Castiglione Cosentino, Cerisano, Cosenza, Lappano, Lattarico, Luzzi, Montalto Uffugo, Paterno Calabro, Rende, Rose, Rovito, Tarsia, Terranova da Sibari, Cassano all'Ionio, Corigliano Calabro e Torano Castello.