Dan Simmons a zo ur skrivagner stadunanat hag en deus savet istorioù skiant-faltazi ha levrioù spont dreist-holl. Ganet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 1948 e Peoria (Illinois) (SUA). Embannet eo bet e levrioù e seizh bro warn-ugent. Anavezet eo dreist-holl evit kelc'hiad Hiperion ha kelc'hiad Ilium.

Buhez kemmañ

Simmons en deus bet ur "B.A." e saozneg digant ar Wabash College e 1970 hag, e 1971, ur "Masters" war an deskadurezh er skol-veur Washington e St. Louis (Missouri). Bet eo o labourat er c'hentañ derez betek 1989.

Kregiñ a reas abred da skrivañ istorioù berr, daoust ma ne loc'has ket e esped da vat kent 1982, pa oa embannet e istor berr, The River Styx Runs Upstream, gant sikour Harlan Ellison, ha pa oa gounezet gantañ ar priz kentañ en ur genstrivadeg istorioù aozet gant ur gelaouenn skiant-faltazi ha spont. E romant kentañ, Song of Kali, a voe embannet e 1985.

Emañ bremañ o chom e Longmont, nepell diouzh Denver (Colorado), asambles gant e wreg Karen hag e verc'h. Al lec'h a blij dezhañ ar muiañ evit skrivañ eo e eilti er menezioù, e Windwalker, e su park broadel Rocky Mountain. Dan Simmons en deus staliet dirak e eilti un delwenn eus ar "Shrike", savet gant e vignon ha studier kent Clee Richeson. Ur poltred dezhañ a c'haller gwelet war lec'hienn ofisiel Dan Simmons.

Resevet en deus ar priz Hugo evit e romantoù Hyperion ha The Fall of Hyperion, a ya d'ober Kelc'hiad Hyperion, asambles gant Endymion ha The Rise of Endymion. Gounezet en deus ivez ar priz Locus evit kelc'hiad Ilium hag Olimpos.

Levrlennadur kemmañ

Kelc'hiad Hiperion kemmañ

Ilium kemmañ

Levrioù all kemmañ

  • Song of Kali, 1985) - World Fantasy Award 1986
  • Carrion Comfort, 1989
  • Phases of Gravity 1989
  • The Summer of Night, 1991
  • Children of the Night, 1992 - Locus Award 1993 (Skrid euzh)
  • The Hollow Man, 1992
  • Lovedeath, 1993
  • Fires of Eden, 1994
  • Le Styx coule à l'envers, 1997 (Dastumadenn embannet e Bro-C'hall)
  • The Crook Factory, 1999
  • Darwin's Blade, 2000
  • Hardcase, 2001
  • Hard Freeze 2002
  • Hard as Nails 2003

Liammoù diavaez kemmañ


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.