Daniel Libeskind (bet ganet e 1946 e Łódź, Polonia) a zo ur savour amerikan (bet broadet e 1965). Yuzevien a Bolonia e oa e dud, dreistvevet o deus ar Shoah. Goude bezañ studiet ar sonerezh en Israel, en deus Libeskind studiet er Bronx High School of Science (Stadoù-Unanet) betek 1965. Goude-se e krogas gant ar savouriezh e Cooper Union School (New York). A-benn peurglokaat e studioù savouriezh en deus studiet e-pad daou vloaz ouzhpenn er skol-veur Essex (Rouantelezh-Unanet). E 1985 en deus Libeskind bet kentañ priz Leone di Petra e Venezia. E 1988 en deus kemeret perzh en diskouezadeg savourien digonstruktourien er Museum of Modern Art (New York). Etre 1989 ha 1998 en deus graet war-dro Mirdi yuzev Berlin. Ouzhpenn bezañ ur mirdi ez eo ul lodenn eus an diskouezadeg. A-fet savouriezh ez eo stag ar savadur ouzh pal ar mirdi. Da skouer en deus Libeskind treset linenn ar goullo er mirdi, da lavaret c’hwec’h lec’h goullo a dreuz ar mirdi a-benn aroueziñ ezvezañs ar re bet lazhet e-pad ar Shoah. Leun a arouezioù eo ar savadur.

Daniel Libeskind dirak an astenn bet krouet gantañ en Denver Art Museum
'Imperial War Museum Manchester, Rouantelezh-Unanet
Mirdi yuzev Berlin

Daniel Libeskind en deus krouet e embregerezh, anvet eo Studio Daniel Libeskind ha staliet eo e Berlin. Abaoe 1994 e kelenn e skol-veur Los Angeles (California). E skolioù-meur alld re ar bed-holl en deus bet tro da gelenn. Meur a raktres end eus, en o zouez re stag ouzh ar yuzevelezh pe ar Shoah (mirdi yuzev San Francisco, kreizenn ar Shoah e Manchester). Dibabet eo bet ivez raktres Daniel Libeskind evit sevel en-dro ar World Trade Center (New York). Derc’hel soñj eus an darvoud ha degas spi eo pal ar savadur bet ijinet gantañ. A-benn derc’hel soñj e vo miret «Ground Zero» er c’hondon (Memory Foundations), hag arouezet e vo ar spi gant un tour stumm ur bir dezhañ (Freedom Tower). Sañset e vo un tour 541 metrad uhelder, da lavaret eo e teufe da vezañ tour annezet uhelañ ar bed. Un dra all da venegiñ : bep bloaz, d’an 11 a viz Gwengolo, e vo sklerijennet ar savadur gant an heol hag hep skeud ebet etre 8e46 (krash kentañ) ha 10e28 (eur freuzadur an eil tour).

Savadurioù bet treset gant Daniel Libeskind kemmañ

Ti Felix Nussbaum (Felix-Nussbaum-Haus) e Osnabrück Alamagn, ur mirdi diwar-benn al livour Felix Nussbaum eo. Astenn droellennek Victoria and Albert Museum Londrez. Nullet eo bet ar raktres e 2004 dre ma ne oa ket argant a-walc’h evit e gas da benn.


Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.