Darya Nikolayevna Saltykova (rusianeg : Дарья Николаевна Салтыкова, ganet Ivanova, anavezet ivez gant an anv Saltychikha) (27 a viz Du 1730 - 9 a viz Kerzu 1801 e Moskva) a oa un noblañs hag ul lazherez a steudad rusian. Jahinañ ha lazhañ a reas ouzhpenn kant serv, dreist-holl maouezed ha plac'hed.

Darya Saltykova
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv ganedigezhIvanova Kemmañ
Anv-bihanDarya Kemmañ
Titl noblañstalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Meu 1730, 1730 Kemmañ
Lec'h ganedigezhImpalaeriezh Rusia Kemmañ
Deiziad ar marv27 Du 1801, 1801 Kemmañ
Lec'h ar marvMoskov Kemmañ
Lec'h douaridigezhDonskoe cemetery Kemmañ
TadQ109484780 Kemmañ
FamilhSaltykov Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Place of detentionIvanovsky Convent Kemmañ
Kondaonet evitmuntr, Boureverezh Kemmañ
Penaltytoull-bac'h dibad Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ
Lec'h annezMoskov Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ

He buhez kemmañ

Saltykova a voe dimezet pa oa yaouank, hag intañvez en em gavas d'an oad a 26 vloaz. Da-heul marv he gwaz e voe perc'henn war e zomani, m'edo o chom gant he daou vab ha kalz served.

Muntroùs kemmañ

Ne voe ket kemeret e kont ar c'hlemmoù a voe goude marv meur a zen e domani Saltykova. Klemmerien 'zo a voe hegaset zoken, rak darempredoù mat he doa Saltykova gant tud lez an impalaerez.

Prosez ha toull-bac'h kemmañ

A-benn ar fin e teuas a-benn familhoù ar served da gas o c'hlemmoù da Gatelin II. An impalaerez a zivizas e vefe kaset un enklask foran, da glotañ gant he soñjoù war al lezennegezh. E 1762 e voe harzet Saltykova.

Betek 1768 e voe dalc'het Saltykova, amzer d'an enklask da vezañ kaset da benn. Meur a dest a voe goulennataet gant izili Collegium Justis Katelin II, ha studiet e voe ivez kement tra a denne d'he domani. Gant an enklaskerien e voe kavet 138 marv diskred warno, al lod brasañ anezho a voe lakaet war gont Saltykova.

Tamallet e voe 38 muntr outi[1],[2]. Ne oueze ket Katelin II penaos kastizañ Saltykova, peogwir e oa bet dilemet ar c'hastiz d'ar marv e Rusia e 1754, hag ezhomm he doa an impalaerez eus skoazell an noblañs.

E 1768 e voe chadennet Saltykova e Moskva war wel an holl un eurvezh-pad. Tro-dro d'he gouzoug e oa ur banell ma oa skrivet : Jahinañ ha lazhañ he deus graet ar vaouez-mañ. Stank e teuas an dud da sellout outi. Goude-se e voe bac'het hed he buhez e dan ur gouent.

Notennoù kemmañ

  1. www.istorya.ru/person/saltychiha.php
  2. Wikipedia alamanek diwar-benn Darya Saltykova