David Guetta

DJ ha produer sonerezh gall
David Guetta
David Guetta (12 a viz Ebrel 2013)

Alias Jack Back
Anv Pierre David Guetta
Ganet 7 a viz Du 1967
Pariz, Frañs Frañs
Micher(ioù) DJ, produer sonerezh
Doare(où) house
progressive house
electro house
dance-pop
future house
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1984
Label(ioù) EMI Music
Gum Prod
Astralwerks (Universal Music)[1]
Ultra Records
Jack Back Records
What a Music
Spinnin' Records
Defected Records
Lec'hienn ofisiel davidguetta.com

Endro Cathy Guetta
Joachim Garraud
Fred Rister
Will.I.Am
Chris Willis

David Guetta, pe Pierre David Guetta e anv gwir (ganet d'ar 7 a viz Du 1967 e Pariz), zo un DJ ha produer sonerezh house ha pop gall. Resevet en deus kalz prizioù, evel da skouer « Gwellañ DJ House er bed » gant ar « DJ Mag » evit an trede bloavezh diouzh renk.

E 2009 eo bet an arzour gall en deus gwerzhet ar muiañ a albomoù er bed : ouzhpenn 7 milion a bladennoù, ur rekord evit un DJ.

Skrid Buhez kemmañ

Kregiñ a ra ar muzik d'e 17 vloaz, evel Disc Jockey e meur a voest-noz lec'hel evel ar Factory, e Bro-Bariz. Dont a ra d'en em staliañ e Pariz, ha stagañ a ra gant c'hoari er Broad, ur voest-noz gay. Dont a ra ar Broad da vezañ re vihan abalamour d'ar berzh a ra gouelioù David Guetta. Krouiñ a ra nozvezhiadoù Unity er Rex-Club a zegas brud dezhañ.

Ar wech kentañ ma weler anezhañ en tele eo war FR3 d'an 8 a viz Genver 1991 en abadenn La Classe. Meskañ a ra titl Nation Rap gant Sidney.

Gant e genlabourer Kien en deus anavezet er Broad e krou gouelioù Princess Of The World er voest-noz Central (aet da Queen hec'h anv diwezhatoc'h).

E 1994 e kenlabour Cathy Guetta ha Franck Maillot gant David ha Kien evit gouelioù ar Bataclan, ma treuzfurmont ar sal vrudet en un voest-noz cool.

A-drugarez d'ar Bataclan e vo brudet David ha Cathy Guetta. Adalek 1996 e krog da aozañ melloù gouelioù e Berlin. E 2002 e sav e ouelioù dezhañ « Fuck Me I'm Famous » (Fouzhit ac'hanon Brudet on) gant e wreg Cathy Guetta. Tennañ a ra splet eus e vrud evit stagañ gant beajiñ er bed a-bezh.

E album kentañ Just A Little More Love gant ar muzik Love Don't Let Me Go gant Chris Willis a werzh dre ar bed. An eilvet album Pop Life a vo ken brudet all gant an titl Love Is Gone.

Un trede album, One Love e anv, a grog da enrollañ e fin 2008. Sinañ a ra ar mailh a arzour er bed a-bezh. Kanaouennoù Sexy Bitch (gant Akon), Memories (gant Kid Cudi) ha When Love Takes Over (gant Kelly Rowland) a gas an album da renk kentañ ar gwerzhioù e 17 bro kerkent ha ma teu er-maez.

Albomoù studio kemmañ

  • 2002: Just a Little More Love
  • 2004: Guetta Blaster
  • 2007: Pop Life
  • 2009: One Love
  • 2011: Nothing but the Beat
  • 2014: Listen
  • 2018: 7 (Seven)

Mixtapeoù kemmañ

  • 2018: Jack Back Mixtape

Daveoù kemmañ