Dead Poets Society (Kevredigezh ar Varzhed Varv e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour aostralian Peter Weir e 1989.

Robin Williams eo ar pennc'hoarier anezhañ.

Istor ur c'helenner en ur skol-baotred e 1959 eo ar film. Skrivet eo gant Tom Schulman ha diazezet war e vuhez en ur skol e Nashville, Tennessee.