Deadlands: Reloaded

Deadlands: Reloaded a zo stumm nevesañ ar c'hoari rol (taol) Deadlands. Implijout a ra ar sistem c'hoari Savage Worlds. Embannet eo gant Pinnacle Entertainment Group.

Embannadur kemmañ

Embannet eo bet Deadlands: Reloaded e miz Mae 2006. Skrivet eo bet gant Shane Lacy Hensley. Al levr pennañ a zo 256 pajenn dezhañ. Meur a-wech eo bet embannet en-dro ar c'hoari, gant stummoù disheñvel.

Reolenn diazez ar c'hoari kemmañ

Deadlands: Reloaded a implij ar sistem c'hoari Savage Worlds. Ma vez ar c'hoant gant ar c'hoarier d'ober tra pe dra eo ret dezhañ tennañ un diñs gant un talvoud disheñvel hervez barregezhioù an dudenn. Ar pal a zo tizhout 4 d'an nebeutañ. Barregezhioù an dudennoù a za eus 4 da 12 (4, 6, 8, 12). Hervez ar barregezh-se e vez divizet peseurt diñs teurel.

Skouer: Un dudenn gant 6 e nerzh a c'hell fiñval ur mein ma tap 4 pe muioc'h gant un diñs 6 fas. Un dudenn gant 8 e nerzh a c'hell fiñval ur mein ma tap 4 pe muioc'h gant un diñs 8 fas. Aesoc'h eo neuze.

Ampartiz an dudennoù war tachenn pe dachenn a vez divizet gant ar c'hoarier e penn kentañ ar c'hoari. Dibosupl e vo d'ar c'hoarier kaout un dudenn speredek kennañ ha kreñv kennañ.

Ar c'hoarierien kemmañ

Pal ar c'hoarierien a zo da gentañ penn kaout plijadur da jubennañ un dudenn en ur bed mod Western. C'hoarierien 'zo a gavo ivez plijadur en emgannoù, lod all er gaozadennoù gant tudennoù all ar c'hoari ha c'hoarierien all c'hoazh a vo plijet gant endro ar c'hoari. N'eus pal resis ebet evit troioù kaer an dudennoù. Ar blijadur tapet gant ar c'hoarierien ha pal o troioù kaer a zo hervez mestr ar c'hoari.

Mestr ar c'hoari kemmañ

Mestr ar c'hoari a vez graet deus ar c'hoarier ha n'en deus dudenn ebet. Holl galloudus eo war ar c'hoarierien all. E pal dezhañ a zo lakaat ar c'hoarierien all da bevañ troioù kaer dibar, plijus. A-benn en ober ez eo ret dezhañ mestroniañ reolennoù ar c'hoari ha anavezout mat petra a blij d'ar c'hoarierien all. Konter an istor eo ivez, dezhañ da sevel unan.