Despotelezh Epiros (e gregach: Δεσποτάτο της Ηπείρου) zo ur stad ganet en Epiros, etre aod kreisteiz Albania a vremañ ha pleg-mor Korintos, da-heul ar Pevare Kroaziadeg e 1204, diwar dismantroù an Impalaeriezh vizantat. Embann a rae bout hêr d'an Impalaeriezh, evel ma rae Impalaeriezh Nicaea ha hini Trebizond. Kemeret e voe gant Rouantelezh Serbia e 1337, hag adsavet e 1356. Mont a reas da get gant an aloubadeg otoman e 1479.

Sede pelec'h e oa Despotelezh Epiros

An anv kemmañ

Savet eo an anv despotelezh diwar ar ger despot (Δεσπότης), a oa an anv a veze graet e lez impalaer Kergustentin eus un den eus tiegezh an impalaer. Ur priñs e oa an despot eta, hag an despotelezh a oa ur briñselezh.