Diaoul Tasmania


En arvar (EN)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Usurzhad : Marsupialia
Urzhad : Dasyuromorphia
Kerentiad : Dasyuridae
Genad : Sarcophilus
Anv skiantel
Sarcophilus harrisii
Boitard, 1841
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Diaoul Tasmania (Sarcophilus harrisii) a zo ur godelleg kigdebrer hag a vev en Enez-Tasmania.

Doareoù pennañ kemmañ

Abaoe m'eo aet tigr Tasmania da get eo diaoul Tasmania ar c'higdebrer godellek brasañ. Chaseal a ra diouzh an noz preizhoù a bep seurt mentoù. Debriñ a ra gagnoù ivez. En e-unan e vev nemet e c'hoarvez a-wechoù e vefe meur a ziaoul o tifretañ war an hevelep gagn.

Du eo feur an diaoul, gant tarchoù gwenn war e vruched hag e benn a-dreñv. Etre 50 ha 80 cm eo hirder e gorf ha war-dro 30 cm eo e lost. Etre 4 ha 12 kg eo e bouez.

Ganet e vez ar c'helin goude un dougen 30 devezh.

Rummatadur kemmañ

Ar spesad bev nemetañ eus ar genad Sarcophilus eo.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.