Ur Benveg-seniñ dre aer eo eus hanternoz Aostralia hag a vez sonet gant kentidi ar vro. Ur seurt "korn-boud" e koad eo. Talvezout a ra ar ger "didgeridou" kement ha « koad kalfichet ». Kinniget e voe d'an dud wenn evit ar wech kentañ e 1900 gant Herbert Basedow (kentañ Gwarezour Meur ar Gentidi etre 1899 ha 1913).

Un didgeridou. Ar benveg-mañ a zo kinklet muioc'h evit kustum.

Implijet e veze gant ar re-mañ evit dezrevelliñ mouezh an emu a-benn tapout al loen aezetoc’h. A bep seurt anvioù all a vez roet d’an didjeridou hervez ar meuriadoù kentidi : yiki-yiki, ngarrriralkpwina, wuyimbam…


Luderezh kemmañ

Estreget gant an dud o-unan e vez graet an didgeridou. Da gentañ e vez dibabet gwez eukaliptus gant al luder, gwez bet debret o diabarzh gant laou-koad, ar pezh a lak ar son da vezañ muioc’h « douar-heñvel ». Evel-just, e vez ret d’an dud peurlipat al labour kleuziañ ha kizellañ a-benn kaout ur son vrav ha reizhañ ar benveg.

 
Ar vuzell e koar a zeu da wakaat a-vuzul ma c'hoarier, ar pezh a siell an aer gwelloc'h c'hoazh.

Goude se e vez troc’het al lodenn vat eus ar c'hef. Gwechall e veze implijet bouc’halioù maen da droc’hañ ar gwez. Bremañ e vez implijet heskennoù-dre-dan ha binvioù arnevez. Lakaet e vez ar c’hef gwezenn dindan an dour e-pad 5 devezh, ha goude se e vez aezet tennañ ar c’hoad laosk eus kreiz ar benveg. Etre 1 metrad ha 3 metrad hirder a vez enne. Peurvuiañ e vezont kinklet hervez boazioù arzel ar gentidi.


Industriezh arnevez an didgeridou kemmañ

An darn vrasañ eus an didgeridouioù a vez graet a-vil-vern e labouradegoù hag eostet e koadeier Aostralia, alies gant embregerezhioù e dalc'h nann-kentidi hag a-wechoù gant kentidi o-unan. Sevel a reer, zoken, binvioù 'zo e plastik, lêr, gwer, agav, yuka, bambou, hag e danvezioù all c'hoazh.


Titouroù dedennus ouzhpenn kemmañ

Bez' ez eus bet graet ur studiadenn e 2005 hag a zo bet embannet gant ar British Medical Journal, e-lec'h ma'z eus bet diskouezet e c'helle seniñ an didjeridou sikour an dud da goazhañ ar roc'herezh hag apnea ar c'housked, hag ivez ar c'hoant kousket war-greiz an deiz[1]. An digarez evit se a zo e vez kreñvaet kigennoù ar briant, ar pezh a harz oute da vlotaat diwezhatoc'h e-kerzh ar c'housked.

Sonerien didgeridou vrudet kemmañ

Gwelit ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ