Un diktatour zo un den e penn ur Stad, o ren anezhi en e unan pe hogozik, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel.

Napoleone Buonaparte sakret da impalaer e 1804.

Ar ger dictator - « an hini hag a gomz » hervez ar gerdarzh - a veze implijet e Henroma pa veze ur reizhaouriezh dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad.

Evit ar renerien-bro eus ar maread a-vremañ (adalek marevezh ar gouloù betek bremañ) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall da skouer).

Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer).

E-penn rejimoù hollveliour an XXvet kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.

Lesanvioù kemmañ

Plijout a ra d'an diktatourien reiñ ul lesanv sklokus dezho o-unan, evel impalaer, roue, komandour, tad, levier pe c'hoazh "ar rener meur". Lesanvet Fürher e oa Hitler, il duce Mussolini, "al levier meur" Mao Zedong, el caudillo Franco ha diktatourien spagnolek all. Tri lesanv a oa gant Jozef Djougachvili : "tad bihan ar pobloù", "ar sturier" hag "ar gwaz dir" (Stalin e rusianeg).

Un nebeud diktatourien brudet kemmañ

Dilennet kemmañ

 
ar fürher Adolf Hitler.

Renerion komunour kemmañ

 
Jozef Stalin, ar gwaz dir.

Soudarded kemmañ

 
Ar c'horonal Kadafi ha José Luis Rodríguez Zapatero, kentañ ministr Spagn, e 2010.

Tud a relijion kemmañ

Levlennadur ha filmadurezh kemmañ

Skridoù-arnod kemmañ

Diktatourien er sevenadur poblek kemmañ

 
Flemmganet eo Adolf Hitler gant Charlie Chaplin e The Great Dictator (1940).

Pennadoù kar kemmañ