Distrig Jeruzalem
Distrig Jeruzalem (hebraeg : מחוז ירושלים; arabeg : منطقة القدس) a zo unan eus ar c'hwech distrig a zo en Israel. Jeruzalem eo ar gêrbenn, ha 652km² eo gorread an distrig. 910 300 annezad a zo en distrig, en o zouez 67.8% a yuzevien ha 30.6% a arabed. Ur bemvedenn eus an arabed (21%) a zo o chom en Israel a zo o chom e distrig Jeruzalem, ennañ Jeruzalem ar c'hornôg ha Jeruzalem ar reter[1].
Anv er yezh a orin | מחוז ירושלים |
---|---|
Stad | Israel |
Kêr-benn | Jeruzalem |
E tiriad | Israel |
Daveennoù douaroniel | 31°45′14″N 35°2′13″E |
A zo stok ouzh | Judea and Samaria Area, Distrig Kreiz |
Lodenn vrasañ arabed distrig Jeruzalem a zo Palestiniz a c'hallfe goulenn bezañ degemeret evel keodedourien Israel. Un dibab a-stroll eo e chomfent hep he ober. Al lodenn all anezho ar zo arabed israelat hag a zo o chom en Abu Ghosh, Beit Safafa ha Jeruzalem ar Reter, ma kaver arabed israelat abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970[2] E-touez an annezidi nann yuzev ez eus 28.3% a vuzulmiz, 1.8% a gristenien hag 1.4% dirumm a-fet relijion[3].
Isrannvroioù melestradurel kemmañ
Kêrioù | Kuzulioù lec'hel | Kuzulioù rannvro |
---|---|---|
Kumun Jeruzalem, enni reter Jeruzalem ha lodennoù aloubet all eus Sisjordania a oa war-dro 19 % eus an distrig e 2008[4].
Notennoù kemmañ
- ↑ The Future of the Global Muslim Population
- ↑ https://web.archive.org/web/20110610053809/http://www.cbs.gov.il/shnaton60/st02_08.pdf, Localities and Population, by Population Group, District, Sub-District and Natural Region, Statistical Abstract of Israel, Israel Central Bureau of Statistics, 2009
- ↑ https://web.archive.org/web/20131025071217/http://www1.cbs.gov.il/shnaton57/st02_07x.pdf, Localities and Population, by District, Sub-District, Religion and Population Group, Statistical Abstract of Israel, Israel Central Bureau of Statistics
- ↑ Statistical Yearbook 2012, Table I/2 - Area of the State of Israel, Jerusalem District and the Municipal Area of Jerusalem and Selected Localities, 2008. Jerusalem Institute for Israel Studies