Disvleviñ (pe : divleviñ) zo tennañ blev diwar ul lodenn eus ar c'horf. Kement-se a vez graet koulz gant paotred evel merc'hed, dre abegoù a c'hall bezañ yec'hed pe kened, elevez pe vuhezegezh zoken.

Divhar disvlevet ur vaouez
Blev war kein ur gwaz

An disvleviñ hervez an amzer hag ar pobloù kemmañ

En Egipt kemmañ

En Egipt an Henamzer e veze divlevet ar c'horf evit en em c'hlanaat, ar blev o vezañ un arouez dic'hlan.

Binvioù kemmañ

E penn kentañ an amzervezh kristen e veze implijet ar rousin hag ur seurt gevel, hervez Tertulian, diwar skouer tud Hellaz emezañ.

Hiriv e vez disvlevet an dud abalamour d'o c'hoantaat, ar blev (blev zo da vihanañ, hervez o lec'h war ar c'horf) o vezañ arouez ar vilded, hervez an talvoudoù brudet gant ar varc'hadourien skeudennoù (skinwel, bruderezh, giz) hag ar c'hompagnunezhioù a werzh aozadoù-koantaat.

Pennadoù-kar kemmañ