Divdaolenn dug Urbino

Divdaolenn dug Urbino (anvet ivez Le Triomphe de la Chasteté, "Trec'hlid an Dic'hadaliez") e galleg), zo anv div daolenn livet gant Piero della Francesca etre 1460 ha 1470, anezho eoullivadurioù war goad (ur ral gant Piero) ha miret en Uffizi Firenze.

Aozadur kemmañ

Un daolenn daoudu eo.

Tu a-raok

Daou boltred : hini dug Urbino, Federico da Montefeltro, ha hini e bried, Battista Sforza. Tal-ouz- tal emaint, hag en diabell e weler ar maezioù.

Tu a-drek

An daou bried zo o tegouezhout e kêr, aelez (arouezioù an dic'hadaliezh) en-dro dezhe e daou garrsaceht gant [kezeg-kornek]], o tont a-benn an eil d'egile :

  • an dug Federico en e goazez en unan, kurunennet gant Victoria (doueez an Trec'h) en he sav a-drekañ ; kaset eo ar c'hezeg gant Amor, ha dirak ar priñs, ar Vertuzioù pennañ ;
  • an dugez zo koazezet er c'harr all, sachet gant kezeg-kornek (arouezioù ar c'hlanded) hag en o c'hichen ez eus div vaouez, Feiz ha Karitez.
  • En traoñ, ur skrid e latin.

Levrlennadur kemmañ

  • Pietro Allegretti, Piero della Francesca, collana "I classici dell'arte", Milano, Rizzoli/Skira, 2003, pp. 148-155.