Dogfeiling a oa ur rouantelezh vrezhon e reter Gwynedd, e Kembre. Un isrouantelezh e Gwynedd e oa, krouet gant Dogfael, mab yaouankañ Cunedda. Berzh bras a voe gant Dogfeiling da gentañ. E 500 e perc’hennas ar roue Elnaw ap Dogfael rouantelezh Glastenning e Dumnonea. E vab, Cyndwyn Glas, a aloubas Caer Luit Coyt, e reter Pengwern, a roas d’unan eus e vibien.

Dogfeiling
Dogfeiling

445 – 700
Location of Rouantelezh Dogfeiling
Location of Rouantelezh Dogfeiling
Ar rouantelezhioù brezhon er Vvet ha VIvet kantved er vro a zeuy da vout Kembre. Evel-just ne oa ket eus an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz, div vro ha na oa ket anezho d'an ampoent.
Kêr-benn ?
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disrannadur rouantelezh Cunedda 445
 - Staget ouzh Gwynedd 700


Isrouantelezhioù Gwynedd
AfflogionDogfeilingDunodingEdeyrnionMeirionnyddOsmaeliogRhosRhufoniogYsfeilion

War-dro 642, roue Dogfeiling, Eludd ap Glas, a yeas da roue Powys pa varvas Selyf Sarffgadau en Emgann Caer Leon. Hêr ebet n'en doa avat, ha gant map Selyf ez eas Powys en-dro tra ma voe distrujet Pengwern gant Oswiu Northumbria e 656.

Remziad Dogfeiling a gollas Glastenning a voe tapet gant Wessex e penn ar VIIvet kantved ha pa varvas ar roue diwezhañ, Meurig ap Elaed, hep hêr war-dro 700, ne vire Dogfeiling nemet he douareier hengounel. Staget e voe Dogfeiling en-dro ouzh Gwynedd goude-se.

Listenn rouaned Dogfeiling (martezeüs eo ar bloavezhioù) kemmañ