Dolly Pentreath
Dolly Pentreath (c. 1692-1777) a oa ur varc'hadourez pesked er XVIIvet kantved, kontet da vezañ bet ar gerneveuregerez diwezhañ.
Deuet eo da vout ur skeudenn eus ar yezh e Kernev-Veur.
Ur varzhoneg zo bet skrivet dezhi gant Per-Jakez Helias.
O chom e oa Dolly Pentreath e parrez Pawl, e-kichenik Porthenys (Mousehole e saozneg), e-lec'h ma voe beziet. Savet e voe ur monumant dezhi e moger ar vered er bloaz 1860 gant ar yezhour Louis Lucien Bonaparte, niz da Napoléon Bonaparte.
Un toullad koñchennoù a zo bet lavaret diwar he fenn. Sakreal a rae, ha kanañ pouilh d'an dud, e kerneveureg, ober bep seurt anvioù anezho : "ran zu", a-hervez, a vije bet he gerioù. Evel-just e veze kontet da vezañ ur sorserez. Ha traoù all c'hoazh, diaes gouzout pegen gwir e oant.