Domoni zo ur gêr e Komorez, war aod reter enez Anjouan. Eil kêr vrasañ an enez eo gant 14 500 annezad enni.

Adalek ar XVvet kantved e voe Domoni ul lec'h eskemm a-bouez etre Afrika hag Azia ha kêrbenn sultanelezh Anjouan e oa. Eno e voe ganet Ahmed Abdallah, prezidant kentañ Komorez.