Drakon, ( e henc'hresianeg Δράκων, Drákôn) a oa ul lezennour hag un adreizhennour brudet eus Aten en Henamzer

Choazet e oa Drakon, e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h tesmotet (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an arc'honted d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel an tiegezhioù bras eus Aten, an Eupatrided. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VIvet kantved :

  • tredeogiezh ul lezennour, karget, en un doare kenemglev, da lakaat un termen d'ar reuz a c'hallfe degas ar brezel diabarzh pe diwezh ar geoded ;
  • An tiranterezh, a seblant bezañ un diskoulm dibad da bec'h ar c'heodedoù. Gant Solon, al lezennour, ha goude gant ar Peisistrated e vo anavet an daou diskoulm gant Aten.


Levrlennadur kemmañ

  • GAGARIN (M.), Dracon and Early Athenian Homicide Law, Londres-Yale, 1981 ;
  • SZEGEDY-MASZAK (S.), art. "Legends of the Greeks Lawgivers" in Greek Roman and Byzantine Studies, 19, 1978, p. 199-209 ; Coll. Symposion 1990, Cologne, 1991.