Dreist Aotre ar FIA

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Dreist Aotre ar FIA (FIA Super Licence e saozneg) a zo un dokumant a aotre ur blenier da gevezañ e Formulenn 1. Roet e vez da bep hini en deus graet berzh e formulennoù evit ar re yaouank hag en deus graet muioc'h eget 300 km war ur c'harr F1.

Evit bezañ kadarnaet gant un FIA Racing Super Licence, e ranker tizhout meur a bal hervez lezenn Kod an FIA. Ar pezh a ranker kaout pe ober a zo:

  • Kaout 18 vloaz da nebeutañ.
  • Kaout un aotregezh avit ar redadegoù live A.
  • Kaout an aotre bleniañ gwiriek.
  • Tremen un arnodenn gant an FIA, a-fed anavezout lezennoù ar redadegoù F1.
  • Bezañ tizhet 80% da nebeutañ eus troioù redadeg otoioù ur plas.
  • Bezañ tapet 40 poent da nebeutañ a-fed teir koulzad ziwezhañ.