Euryloc'hos (en henc'hresianeg Εὐρύλοχος, Eurýlokhos) a oa ur c'heneil da Odysseüs hag a gemeras perzh gantañ e Brezel Troia, hervez mojennoù Hellaz. Eurediñ a reas Ktimene, c'hoar Odysseüs.

Odysseüs hag Euryloc'hos (a-gleiz), krater e kalir gant tresadennoù ruz eus Lucania, war-dro 380 kent J.-K., Cabinet des médailles al levraoueg vroadel c'hall (Pariz)

Euryloc'hos a oa unan eus an diaraogerien kaset gant Odysseüs da anavout Bro al Lestrigoned. Dont a ra a-benn da dec'hout dioute ha da zistreiñ d'e lestr.

Pa zilestr Odysseüs en Enez Aiaia, m'emañ an achantourez Kirke o chom, e tiviz kas ur strollad diaraogerien tennet d'ar sord : mont a ra kuit Euryloc'hos e penn 20 den tra ma chom Odysseüs hag ar re all e-tal o lestr. Dizoloet eo palez Kirke gant pare Eüryloc'hos. Gronnet eo a loened gouez, leoned ha bleizi, hag en em zalc'h evel loened doñv. Degemeret int en un doare hegarat gant an achantourez met Euryloc'hos, disfizius, a gav gwell chom er-maez. Ar wazed zo aet er palez zo troet e perc'hell e-pad ar pred, rak Kirke he deus fennet un dramm en o evaj. Euryloc'hos, goude bezañ chomet pell da c'hortoz en aner e geneiled, a zistro d'al lestr hag a lavar da Odysseüs ez int dianadet. Hennezh a gemer diouzhtu penn an hent da saveteiñ e verdeidi[1].

Da c'houde, er c'han XII, a klask ar morganezed strobinellañ Odysseüs hag e voraerien. Euryloc'hos an hini, gant Perimedes, a stag Odysseüs ouzh ar wern vras, dezhañ da c'hallout selaou kan heson ar boudoù marvus-se[2].

Lazhet eo Euryloc'hos da-heul dilestradeg Odysseüs hag e voraerien en Enez an Heol, anvet Sikilia hiziv, ma peure oc'hen an Heol. Dizeriañ a ra an Akeaned gant an naon. Daoust da zifenn Odysseüs a oa bet aliet gant Kirke e lazh Euryloc'hos un nebeud oc'hen gant ar voraerien all e-keit ha m'emañ Odysseüs o chaseal e lec'h all. Fuloret eo an doue Heol gant an taol disakr ha pa'z a kuit lestr an haroz e oa taolet foeltr Zeus outañ da veñjiñ an doue. Lazhet e oa an holl Akeaned war-bouez Odysseüs[3].

Levrlennadur kemmañ

  • Homère et Martine Laffon, Ulysse et l'odyssée, Le livre de poche jeunesse.
  • Pauline Debienne (édition critique), Ulysse dans l'île de Circé ou Euryloche foudroyé par Claude Boyer, mémoire de master 1, Paris-Sorbonne, 2007 en-linenn.

Notennoù kemmañ

  1. Odysseia, X
  2. Odysseia, XII, 192
  3. Odysseia, XII