Eadwulf Northumbria

Eadwulf Northumbria a voe roue Northumbria eus marv Aldfrith Northumbria e miz kerzu 704 betek miz c'hwevrer 705 pa'z adkavas mab Aldfrith, Osred I Northumbria e dron.

Ur bugel e oa Osred pa varvas e dad ha krediñ a reer e skrapas Eadwulf en tron. N'anavezer ket hag Eadwulf a oa un diskennad eus Ida Northumbria met un dra bosupl eo rak un nebeud rouaned ziwezhatoc'h a berc'henn ouzh adlignezioù an eoppingas.

Skoazellet e voe Eadwulf gant Berhtfrith, mab Berhtred, war a seblant. Berhtfrith a oa tiern eus biz Bernikia, e Lothian hag a-hed ar Forth. Un tabud a oa etrezo buhan a-walc'h, avat. An eskob Wilfrid, a oa en harlu, a c'hoantae distreiñ d'ar vro. Fellout a rae da Eadwulf e chomje en estrenvro met gwelloc'h e felle da vBerhtfrith e tistroje. Bez' e oa ur brezel diabarzh berr ha gant Berhtfrith ha Wilfrid ez eas an trec'h. Osred a lakajont en-dro war an tron.

En harlu da zDál Riata ez eas Eadwulf war a seblant ha tu-se e chome betek e varv e 717.

En e raok Eadwulf
Roue Northumbria
c. 704705
War e lerc'h
Aldfrith Northumbria Osred I Northumbria

Daveoù kemmañ