Gant Spanish Harlem e tegouezher amañ. Ur pennad Spanish Harlem (kanaouenn) zo ivez.

East Harlem, lesanvet ivez "Spanish Harlem", pe "El Barrio", zo ur rann eus karter Harlem, e New York, en Enez Manhattan, a-stok ouzh an Upper East Side, Central Park hag an East River. Lesanvet e oa bet Spanish Harlem abalamour d'an niver bras a dud o chom eno hag a oa spagnolegerien deuet eus Puerto Rico; bremañ e kaver muioc'h mui a dud deuet eus ar Republik Dominikan, hag ivez eus El Salvador pe Mec'hiko. Betek 1930 e oa anavezet evel "Italian Harlem". Abaoe 2000 avat e kresk niver an dud a orin sinaat.