Edo (japaneg : 江戸' [e'dɔ]) eo anv kozh Tokyo, kêr-benn Japan.

Kartenn eus Edo, 1844-1848

Yezh kemmañ

Talvezout a ra Edo kement ha beg douar hag ivez genou ur bae, pe "aber".
Ur mare zo bet e veze skrivet ivez Yedo pe Yeddo.

Istor kemmañ

Abred eo bet annezet an tuchennoù tro-dro da lec'hiad bae Tokyo kantvedoù-pad met an darvoud meur bet c'hoarvezet eno eo savidigezh kastell Edo e 1457 gant Ota Dokan.

E 1603 eo bet diazezet Shogunelezh Tokugawa gant Edo da sez ar gouarnamant (kêr-benn e oa er fedoù) tra ma chome annez an Impalaer e Kyoto. Bet e oa bet Kyoto kêr-benn gozh Japan betek neuze.

Freuzet-lip eo bet Edo gant tanioù-gwall meur a wech. En o zouez eo bet, marteze a-walc'h, an tan Meireki no Taika eus 1657 an hini gwashañ-holl : kredet e vez eo marvet e-tro 100 000 a dud er flamennoù. Kontet ez eus bet e-tro 100 tan-gwall e-pad marevezh Edo, c'hoarvezet dre walleur abalamour d'an tiez (Machiya) bezañ savet e koad peurliesañ ha tommet gant glaou e-kerzh ar goañv.

Pa oa bet fin d'ar Shogunelezh e 1868 e oa en em staliet an Impalaer e Tokyo e-pad an assavidigezh ha deuet eo neuze da vezañ kêr-benn ofisiel Japan. Adanvet e oa kêr ha lakaet an anv "Tokyo" dezhi, ar pezh a dalvez "kêr-benn ar reter".

E-kerzh marevezh Edo e veze anvet merourien (machi bugyo) gant ar shogunelezh evit ober war-dro gouarnerezh Edo. Ober a raent war-dro ar polis ha (adalek mare Yoshimune) war-dro kevrenn bublik an tan (machibikeshi), an torfedoù hag ar prosezioù sivil. E karg e oant ivez eus an aferioù melestradurel rekis d'ur geoded 1 milion a dud enni da vont en-dro.

Gwelet ivez kemmañ

Mammennoù kemmañ

Skriturioù disheñvel tennet eus pennad Encyclopædia Britannica 1911

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける