Ehud Olmert ((hebraeg : אהוד אולמרט), ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1945 e Binyamina e Kefridi Breizh-Veur Palestina, hiziv an deiz en Israel) a zo daouzekvet kentañ ministr Israel. Bet eo bet bezkentañ ministr ha ministr an arc'hant e gouarnamant Ariel Sharon azalek 2003. Dont a reas da vezañ ezel eus Kadima pa voe krouet ar strollad politikel-se. Evel m'eo raktreset e lezenn Israel e kemeras plas Ariel Sharon (kentañ ministr d'ar mare-se) azalek ar 4 a viz Genver 2006, e-keit ma oa Sharon en ospital. D'an 11 a viz Ebrel 2006 e voe embannet ne c'hallfe ket Sharon kenderc'hel gant e garg, Olmert a gemeras e blas da vat neuze. Touiñ le a reas d'ar 16 a viz Ebrel 2006, hag aozañ ur gouarnamant kenunvaniezh goude trec'h Kadima e dilennadegoù ar gannaded.

Ehud Olmert e São Paulo, d'an 10 a viz Meurzh 2005.

E vuhez kemmañ

E-pad e servij-soudard e voe ofiser en un unvez troadegiezh tagañ, goude-se ec'h echuas evel kazetenner evit kelaouenn bemdeziek Tsahal. E skol-veur hebraek Jeruzalem eo bet skolveuriet war meur a zanvez : bredoniezh, prederouriezh hag ivez war ar gwir. A-raok stagañ gant ar politikerezh e labouras evel breutaer e-pad ur pennad.

Politikerezh kemmañ

Ehud Olmert a voe dilennet er C'hnesset evit ar wech kentañ e 1973, pa oa 28 vloaz. Ar c'hannad yaouankañ e oa. Seizh gwech da heul e voe dilennet en-dro, ha meur a garg a zegemeras : e penn bodad an aferioù diavaez hag e penn hini an difenn eo bet. Etre 1981 ha 1988 e voe ezel eus ministrerezh an aferioù diavaez hag eus burev ar surentez. E 1988 e voe degemeret evel ministr (hep karg resis ebet) e-barzh gouarnamant Yitzhak Shamir. Lakaet e voe da vinistr ar yec'hed etre 1990 ha 1992.

 
Ehud Olmert ha George W. Bush, d'an 23 a viz Mae 2006 en Ti Gwenn.

Etre 1993 ha 2003 e voe dilennet Ehud Olmert maer Jeruzalem div wech. Degas a reas gwellaennoù a-fet deskadurezh hag a-fet danframmoù hentoù.

E 1999 e stourmas a-enep da Ariel Sharon a-benn bezañ e penn Likoud, met koll e voe. Goude-se e tostaas muioc'h-mui ouzh Sharon. Goude bezañ kaset kabal Likoud evit an dilennadegoù e voe dilennet en-dro er C'hnesset e miz Genver 2003. Er memes bloavezh e tilezas e garg e ti-kêr Jeruzalem hag ez eas e-barzh gouarnamant Ariel Sharon : e-giz bezkentañ ministr da gentañ, hag evel ministr ar c'henwerzh hag an industriezh goude-se. D'ar 7 a viz Eost 2005 e voe anvet da vinistr an arc'hant, goude dilez Benjamin Netanyahou, hag a glemme peogwir e oa bet lakaet e pleustr ar steuñv kuitaat an tiriadoù aloubet e bandenn Gaza. Ehud Olmert, hag a oa bet ae-enep kuitaat an tiriadoù bet gounezet e-pad brezel c'hwec'h devezh hag en doa votet ivez a-enep da emglevioù Camp David (1978), a gemmas ali hag e savas a-du gant ar steuñv-se : « A-enep da Menahem Begin em boa votet […] Lavaret em boa dezhañ e oa ur fazi istorel. […] Hiziv an dezi ez on trist ne vefe ket mui bev evit klevout ac'hanon oc'h embann splann e oa ar gwir gantañ hag e oan e gaou. Evurusamant omp aet kuit eus ar Sinai».

D'ar 4 a viz Genver 2006 e c'houzañvas Ariel Sharon ur barrad en e empenn, anvet e voe neuze Ehud Olmert da gentañ ministr da c'hortoz. D'ar 16 a viz Genver 2006 e voe lakaet da brezidant (da c'hortoz) Kadima, a-benn prientiñ dilennadegoù ar gannaded (28 a viz Meurzh 2006). Ehud Olmert n'en deus ket bet ur red micher a-bouez en arme, ar pezh a c'hallfe displegañ e emzalc'h e-pad ar brezel a voe etre Israel ha Liban e 2006. D'ar 24 a viz Genver 2006 e lavaras er gelaouenn Haaretz : « An dibab etre lakaat ar Yuzevien da vevañ war douar Israel a-bezh pe bevañ en ur stad enni ar brasañ niver yuzev, a redio ac'hanon da adreiñ tammoù eus douar Israel. »).

Gant dilennadegoù an 28 a viz Meurzh 2006, e tapas Kadima kaout 29 dileuriad (en holl ez eus 120 er C'hnesset). Dont a reas neuze da vezañ strollad politikel kentañ Israel a-fet niver a gannaded. Kadarnaet e voe Olmert evel kentañ ministr, hag ur gouarnamant a genunaniezh a aozas, gant strollad al labour (20 dileuriad), hini an dud war o leve (7 dileuriad) ha Shass. Ez-ofisiel e voe lakaet e voe da gentañ ministr d'ar 14 a viz Ebrel 2006, da lavaret eo 100 devezh goude ma vefe bet lakaet da gentañ ministr da c'hortoz. Olmert eo an den-stad kentañ eus Israel en deus anzavet e oa armoù nuklel gant ar stad-se. Kemend-se a c'hoarvez e-pad un atersadnen er skinwel alaman d'an 11 a viz Kerzu 2006[1]. D'an 30 a viz Gouere 2008 e voe meneget anv Olmert e aferioù breinadur, neuze ec'h embannas ne gemerfe ket perzh e dilennadegoù diabarzh e strollad politikel. D'an 18 a viz Gwengolo e voe erlec'hiet gant Tzipi Livni e penn Kadima. D'an 21 a viz Gwengolo 2008 ec'h embannas e zilez goude ma vefe bet dilennet Tzipi Livni e penn Kadima. Met dre ma n'eus gouarnamant nevez ebet e kendalc'h gant e garg betek dilennadegoù miz C'hwevrer 2009. D'ar 4 a viz Kerzu 2008 eo bet embannet gant justis Israel ne vefe ket tamallet Olmert en un istor trafikerezh levezon a denne da werzh lodennoù bank Leumi perc'hennet gant ar Stad d'un embregerezh arc'hanterezh, daoust ma oa ministr ar c'henwerzh hag an industriezh d'ar mare-se. Padal e c'hallfe bezañ tamallet en un afer all a denn da fakturennoù doubl a c'hoarvezas pa oa maer Jeruzalem ha ministr ar c'henwerzh hag an industriezh. En holl e kaver anv Olmert e c'hwec'h afer a denn d'ar breinadur pe d'ar flod.

Notennoù kemmañ

  1. https://web.archive.org/web/20080522192444/http://www.rfi.fr/actufr/articles/084/article_48146.asp Ehoud Olmert hag an armoù nukleel

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.