El Niño, da lavarout eo (red-mor) ar Mabig (Jezuz), dre ma teu anat nebeut war-lerc’h Nedeleg, a oa da gentañ ur red-mor a-hed arvor Perou hag Ecuador hag a c'hoarveze bep bloaz etre Nedeleg ha miz Ebrel. Bremañ eo bet astennet e ster, ha graet e vez gant El Niño evit ober anv eus un anadenn hin eus he fart hec'h-unan, disheñvel diouzh an hin voas. Merzet e vez e kresk gwrez ar Meurvor Habask er rannved-se en un doare direizh gwech ha gwech all. Astenn a ra red-mor tomm Perou war-zu ar Su (graet e vez “bloavezh El Niño” eus se). Dont a raje diwar efed ur c'helc'hiad kemmadurioù en aerwask an aergelc'h etre reter ha kornaoueg ar Meurvor Habask, anvet luskelladur aostral, pe "luskelladur ar Su". Liammet e vez an daou gant an teskanv saoznek ENSO (El Niño-Southern Oscillation).

Gwrezioù direol war c'horre ar morioù e-kerzh El Niño 1997 (e °C)

Kromenn amzer o tiskouez luskadoù El Niño etre 1900 ha 2016.[1],[2]

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Historical El Niño/La Niña episodes (1950-present). United States Climate Prediction Center (4 November 2015). Kavet : 10 January 2015.
  2. El Niño - Detailed Australian Analysis. Australian Bureau of Meteorology. Kavet : 3 April 2016.