Elektra: Assassin a zo titl un heuliad comics berr (8 levrenn) hag a voe a-bouez bras en istor ar c'homics. Embannet e voe gant Epic Comics, ur skourr eus Marvel Comics, etre 1986 ha 1987. Ar senbario a zo bet skrivet gant Frank Miller hag an tresadennoù savet gant Bill Sienkiewicz.

Elektra: Assassin
limited series
AozerFrank Miller, Bill Sienkiewicz Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Golo Elektra: Assassin, embannadenn saoznek
Golo an embannadenn c'hallek

Krouerien kemmañ

Frank Miller ha Bill Sienkiewicz a oa e barr o brud e-touez al lennerien comics pa voe embannet Elektra:Assassin. Degemeret mat-tre e voe an heuliad gant al lennerien, dres d'ar mare ma teuas ivez Batman: The Dark Knight Returns er-maez.

En heuliad ec'h implijas Sienkiewicz doareoù skeudenniñ ne oant ket bet implijet betek-henn : dourlivañ ha pegadennoù da skouer.

Renkadur kemmañ

Ne glote ket senario Miller gant reolennoù "comic book code". Setu perak ne voe ket embannet gant Marvel Comics, met gant Epic Comics, un ti-embann hag a lakae embann levrioù ne zerent ket ouzh ar vugale. Ne voe ket gwerzhet Elektra:Assassin er stalioù kazetennoù, met e stalioù bannoù-treset nemetken.

Senario kemmañ

Kregiñ a ra an traoù e Suamerika, eno emañ Elektra en un ti evit ar re sot hag e klask kavout he memor en-dro. Diaes eo al levrenn gentañ da lenn, dre ma'z eo ken mesk-divesk an istor ha memor Elektra. Soñjal a re edarvoudoù kozh evel marv he mamm, an taolioù a bakas gant he zad (ne ouezer ket ha gwir eo pe get) hjag e re nevesoc'h, evel muntroù he deus kaset da benn. Dizoloiñ a reer ivez ez eus eus The Beast, hag a redi an dud da zoujañ d'e urzhioù dre lakaat anezho da evañ e laezh. Er penn-kentañ ne ouezer ket re pe bal en deus The Beast, ha goude-se e komprener ez eo mennet da aozañ ur brezel nukleel. Goude bezañ c'hwitet e ra war-dro kabal-prezidant Ken Wind. Ur wech dilennet e klask hemañ aozañ ur brezel nukleel a-enep da Rusia. Dont a ra a-benn Elektra da guitaat ti ar re sot dre douellañ Garrett, hag a labour evit S.H.I.E.L.D.. Neuze e krog Garrett da glask we he lerc'h met ne zeu ket a-benn da bakout anezhi. Elektra a laka ur savadur, ennañ Garrett, da darzhañ, ha distrujet eo Garrett. Skiantourien eus rann eus S.H.I.E.L.D. a adsav Garrett dindan stumm ur robot, ha stagañ a reont e benn gwir ouzh ar robot. Kenderc'hel a ra da glask war-lerc'h Elektra, met merzout a ra e vo dibosupl dezhañ tapout anezhi.