Eleonora di Garzia di Toledo

Eleonora di Garzia di Toledo (pe Leonor Álvarez de Toledo y Colonna e spagnoleg) lesanvet Dianora (Firenze, 1553 – Firenze, 1576), a oa ur vaouez yaouank a renk uhel, a orin spagnol, nizez da Eleonora di Toledo, a zimezas d'he c'henderv Pietro de' Medici, mab d'an dug Cosimo Iañ de' Medici, hag a voe krouget gantañ.

Eleonora di Garzia di Toledo
Leonora di Toledo

He buhez kemmañ

Ganet e oa e lez Firenze e miz Meurzh 1553. Merc'h e oa d'an dug García Álvarez de Toledo y Osorio, pevare markiz Villafranca del Bierzo, Dug Fernandina, ha da Vittoria di Ascanio Colonna. Deuet e oa he zad da Firenze da-heul e c'hoar,Eleonora di Toledo, pa zimezas d'an dug Cosimo Iañ de' Medici, ha karget e oa he zad d'ober war-dro kestell Valdichiana en trowardroioù. Mervel a reas he mamm, Vittoria Colonna, un toullad mizioù goude genel he merc'h, a voe savet neuze gant karantez e-ser he moereb Eleonora, dugez Firenze, e lez an dug-meur Medici, hag eno e chomas a-hed he buhez . Da 15 vloaz e voe dimezet da Pietro de' Medici, kenderv dezhi, ur mab da Cosimo Iañ de' Medici hag Eleonora di Toledo, un den feuls anezhañ, gastaouer, daou vastard dezhañ e Spagn ma oa bet kaset da gannad.

Mignonez e oa d'he c'heniterv Isabella de' Medici, ur goantenn eus ar speredekañ evelti. Evel Isabella e reas ur gwall zimeziñ, hag evelti he devoa serc'heged.
E 1562 e varvas he moereb, E 1571 e voe eured Eleonora hag he c'henderv Pietro, hag e 1573 e c'hanas ur mab, Cosimo. E 1574 e varvas hec'h eontr, an dug-meur Cosimo. Tud a fiziañs en-dro dezhi n'he doa ket ken, ha kavout a reas skouarn Bernardo Antinori, un den a renk uhel e Firenze, hag e skoaz goude. Un darempred a voe etrezo, diskuliet en ul lizher a voe diskouezet d'he fried: hag eñ ober e soñj kaout an dizober anezhi


He marv kemmañ

 
Kastell Cafagiollo, 25km en hanternoz da Firenze, ma voe lazhet Eleonora

E 1576 e voe kaset gant he fried da Gastell Cafagiollo, hag eno, d'an 9 a viz Gouhere, e krougas anezhi gant roll ur c'hi. Francesco Iañ de' Medici, dug-meur war-lerc'h e dad Cosimo, a seblantas a-du gant ar muntr, ha netra ne damallas d'e vreur Pietro. Miz goude, en Eost, e varvas he mab Cosimo, tri bloaz dezhañ.

Goude he marv kemmañ

D'ar 15 a viz Gouhere, sizhun goude, e voe lazhet he mignonez Isabella de' Medici gant he fried ivez. Adarre e seblantas an dug-meur Francesco Iañ de' Medici a-du gant ar muntrer.

Betek-hen ne ouied ket pikol tra diwar-bouez Leonora di Garzia di Toledo, ha n'anavezed ket ar vaouez-se a weler e meur a boltred. Hiroc'h e ouzer hiziv dre ma'z eo bet studiet an dihelloù diwar-benn he c'heniterv Isabella de' Medici, ha meur a dra voutin zo etrezo o-div.


Levrlennadur kemmañ

  • Vanni Bramanti, Breve vita di Leonora di Toledo (1555-1576), Le Lettere, Firenze, 2007
  • Marcello Vannucci, Le donne di casa Medici, Newton Compton Editori, Roma 1999, ristampato nel 2006 ISBN 8854105260