Elesbed Bro-C'hall (1545-1568)

Ur pennad Elesbed Bro-C'hall zo ivez.
Ur pennad Isabelle de Valois zo ivez.

Elesbed Bro-C'hall, pe Élisabeth de France (e galleg) pe Isabel de Valois (e spagnoleg), ganet e 1545 ha marvet e 1566 da 21 bloaz, a oa merc'h da Herri II, roue Bro-C'hall, ha d'e bried Caterina de' Medici.

Isabel de Valois, rouanez Spagn, gant Juan Pantoja de la Cruz, 1606, eoullivadur, 119 cm x 84 cm, Madrid, Mirdi ar Prado. Hervez arzvarnourien e vije un adlivadur diwar un daolenn gant Sofonisba Anguissola .
Isabel de Valois gant Sofonisba Anguissola.

He buhez kemmañ

Savet e voe e lez Bro-C'hall, e Pariz, gant ar briñsezig Mari Stuart a gouske en he c'hambr. Goulennet e oa bet gant Roue Spagn, Fulup II (1527-1598), evit e vab nemetañ, Don Carlos Spagn (1545–1568), en oad ganti. Ar roue avat eo an hini a zimezas ganti, ha hi 14 vloaz, goude Feurioù-emglev Cateau-Cambrésis entre Spagn ha Bro-C'hall.

Dimezet e voe dre hanterouriezh e miz Mezheven 1559 e Pariz. E-pad ar fest e voe un tournamant ma voe lazhet he zad, ar roue Herri II .

Dimeziñ ha bugale kemmañ

 
An infantezed Isabel Clara Eugenia (en tu kleiz) hag he c'hoar Catalina Micaela, poltredet gant Sofonisba Anguissola e 1570

Dimezet e voe en 1559 da Felipe II, roue Spagn, 28 koshoc'h egeti, evit kreñvaat an emglev etre an div rouantelezh katolik. Trede pried ar roue e oa. Div verc'h o doe:

He marv kemmañ

Mervel a reas Elesbed er gwentloù e miz Here 1568, ha ne oa ket 23 bloaz. Glac'haret bras e voe he fried.

Arz kemmañ

Kaoz vras zo anezhi en ur c'hoarigan italianek, Don Carlo, gant Giuseppe Verdi.

Levrlennadur kemmañ

  • Augustín González de Amezúa y Mayo, Isabel de Valois, reina de España (1546-1568), Madrid : Gráficas Ultra, 1949, 3 vol.
  • Jean-Michel Ribera, Diplomatie et espionnage : les ambassadeurs du roi de France auprès de Philippe II, du traité du Cateau-Cambrésis (1559) à la mort de Henri III (1589), Honoré Champion, 2007.
  • Sylvène Édouard, Le Corps d'une reine. Histoire singulière d'Élisabeth de Valois, 1546-1568, Presses Universitaires de Rennes, 2009, 277 p.