Elisabeth von Württemberg (1767–1790)

Ur pennad Elisabeth von Württemberg zo ivez.

Elisabeth von Württemberg (1767–1790), a oa ur briñsez alaman Württemberg, hag a voe Arc'hdugez Aostria hag Impalaerez Santel dre he dimeziñ d'an Arc'hdug Franz Aostria.

Elisabeth von Württemberg
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denElisabeth von Württemberg Kemmañ
Anv ganedigezhElisabeth Wilhelmine Louise von Württemberg Kemmañ
Anv-bihanElisabeth, Wilhelmine, Louise Kemmañ
Anv-familhvon Württemberg Kemmañ
Titl noblañsduchess, priñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Ebr 1767 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTrzebiatów Kemmañ
Deiziad ar marv18 C'hwe 1790 Kemmañ
Lec'h ar marvVienna Kemmañ
Abeg ar marvpuerperal disorders Kemmañ
Lec'h douaridigezhImperial Crypt Kemmañ
TadFriedrich II Eugen, Duke of Württemberg Kemmañ
MammMargravine Friederike of Brandenburg-Schwedt Kemmañ
PriedFrañsez Iañ Kemmañ
BugelArchduchess Ludovika Elisabeth of Austria Kemmañ
FamilhHouse of Württemberg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Elisabeth von Württemberg, poltredet gant Johhann Baptist Lampi
An arc'hdug Franz Aostria.

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Treptow an der Rega. Merc'h e oa da Friedrich II, dug Württemberg ha d'e bried Dorothea von Brandenburg-Schwedt.

He c'hoar Sophie Dorothee von Württemberg a oa dimezet d'an tsarevitch Paol Iañ Rusia ha mamm e oa d'ur ribitailh bugale. An impalaer Joseph II, a felle dezhañ skoulmañ un emglev gant Rusia enep Prusia. Evit se eo e klaskas aozañ darempredoù klouaroc'h etre an div gurunenn dre zimeziñ ur c'hoar d'an tsarevna d'e niz, an arc'hdug Franz, a oa e bennhêr, hag a oa a da vout impalaer war e lerc'h.

Dimeziñ a reas en 1788. Heuliañ a reas kentelioù kan Salieri.

He marv ha goude kemmañ

Mervel a reas e 1790, pa ne oa ket 23 bloaz c'hoazh, o c'henel he bugel kentañ. Daou zevezh goude e varvas an impalaer. Evit he merc'hig Louise Élisabeth, a varvas un toullad mizioù goude.

Neuze e voe dilennet he zad-kaer, hag a oa dug-meur Toskana bete neuze, da impalaer, evel Leopold II. Tostik kenkent, d'ar 15 aviz Eost, dre abegoù politikel, e voe addimezet an arc'hdug intañv d'ur geniterv, Marie-Thérèse de Bourbon-Naples (1772 – 1807), hag a oa merc'h da Ferdinando IV, roue Naplez, ha merc'h-vihan da Marie-Thérèse d'Autriche ha Marie-Caroline d'Autriche. Hag un toull mat a vugale o doe.