An ellig, pe ar c'hwipig, pe c'hoazh ar c'hlitoris a zo anezhañ un organ sonnidik eus ar c'hourzh a vez kavet war c'horf an holl vronneged (estreget an ekidneed) ha daou spesad laboused (ar c'hasoar hag ar struskañval). Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan.

Diwar tresadenn Amphis. Troet gant ar strollad GAST! e 2014

Ar veskenn hag ar c'habellig eo rannoù diavaez an ellig. E-barzh ar c'horf e kaver peulioù an ellig, ar c'horf keviaouek ha bulboù rakkambr ar forzh a c'hellont bezañ perzh eus an ellig ivez.

Er c'hourzh emañ an ellig, gwarezet dindan ar muzelloù bras hag e traoñ ar c'haezour. En em gavout a ra ar muzelloù bihan asambles dindanañ.

Nervaouet stank eo an ellig, unan eus organoù kizidikañ korf un den eo, hag hini kizidikañ al lodenn genel.

Ar broudad kaset gant an atizañ a zegas chenchamantoù a bep seurt : lec'hiadenn gouzoug ar grozh, pH ar forzh, al lardigenniñ, oksigenañ, gwrezverk ar c'horf.

Ur roll pennañ en deus er broudad seksel hag ar blijadur seksel.

Kalc'h ar merc'hed kemmañ

Heñvel eo ellig ar merc'hed ouzh kalc'h ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur vezenn, ur pod-mezenn, un nervenn liammet ouzh an empenn. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.

Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.

Benveg ar blijadur kemmañ

Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed. Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.

 
 

Anavet kemmañ

Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o glizh, hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. Er Grennamzer, hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.

Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVIvet kantved. Er bloavezh 1559 e voe embannet gant Realdo Colombo (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur Padova, al levr De re anatomica ma teskrive ennañ lec'h plijadur ar vaouez. Gabriele Falloppio, a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.

Er XVIIvet kantved e voe dizarbennet an daou ziskleriadur-se gant ur medisin danat a lavaras e oa anavet an ellig abaoe an IIvet kantved.

Re vras, re vihan kemmañ

Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.

Dielligañ kemmañ

Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus Afrika dreist-holl, met en Europa ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Le clitoris, ce cher inconnu, film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin

[2] evit Arte. [3]

  • Un petit bout de bonheur, Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.