Else Krüger, ganet d'an 9 a viz C'hwevrer 1915 ha marvet d'ar 24 a viz Genver 2005 a oa sekretourez Martin Bormann, unan eus ar sekretourezed vrudetañ a labouras evit ar strollad nazi e-pad an Eil Brezel-bed.

Sekretourez Martin Bormann e voe, ha chom a reas er Führerbunker e-pad emgann Berlin.

Asambles gant Eva Braun, Gerda Christian, Traudl Junge ha Constanze Manziarly e oa pa lavars Hitler dezho e oa dav dezho mont betek ar Berghof. Hitrler a roas ur gapsulenn sianur da bep hini anezho. Er bunker e oa ivez pa brometaas Eva Braun da Hitler e chomfe gantañ betek ma varvfent[1].

Krüger a guitaas Berlin d'ar 1añ a viz Mae 1945 asambles gant ur strollad tud kaset gant ar Brigadeführer Wilhelm Mohnke. Mont a rejont da guzhat en un dan, ha dizoloet e voent en deiz war-lerc'h. Goulennataet e voe gant ar Saozon ha dimeziñ a reas gant Leslie James (1915-1995) d'an 23 a viz Kerzu 1947 e Wallasey, er Cheshire. Gantañ eo e oa bet goulennataet. Dindan an anv Else James e vevas azalek ar mare-se.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

Daveoù

  1. Antony Beevor ; Berlin: The Downfall 1945 ; Penguin Books ; 2002 ; (ISBN 0-670-88695-5)