Emgann Boroughbridge

Emgann Boroughbridge a oa un emgann bihan met pouezus er brezel etre ar roue Edouarzh II hag e varoned disuj. E-kichen ur pont war ar stêr Ure, Boroughbridge e anv, er mervent da York e c'hoarvezas.

Emgann Boroughbridge
Maread 16 meurzh 1322
Lec'h Boroughbridge, Saoz
Disoc'h trec'h Edouarzh II (Bro-Saoz)
Emgannerien
Edouarzh II (Bro-Saoz)Thomas Lancaster
Pennoù-brezel
Andrew HarclayThomas Lancaster
Niver a emgannerien
40003000
Kolloù
DianavDianav
livadur en un dornskrid ma weler Thomas Lancaster en dorn kleiz gant with Sant George.

E deroù 1322 e kasas Edouarzh II nerzhioù e hanternoz ar vro da stourm ouzh e gernderv Thomas Lancaster. Tec'hout kuit en doa graet hemañ war-du an norzh, ma'z espere kejañ gant ar Skosiz marteze. D'ar 16 a viz Meurzh avat, e kavas ar pont war an Ure klozet gant Andrew Harclay. Implijout a reas hemañ ar gadoniezh-troadegiezh a vo ken efedus diwezhatoc'h a-enep ar C'hallaoued en Emgann Crécy ha faezhet e voe an emsaverien.

E-touez ar pennoù-bras disuj e voe lazhet Humphrey de Bohun, pevare kont Hereford, ha prizoniet e voe ar re arall. Lakaet e voent d'ar marv diwezhatoc'h.

Liammoù diavaez kemmañ

(en) Emgann Boroughbridge war battlefieldstrust.com