Emgann Chancellorsville

Emgann Chancellorsville (saozneg: The Battle of Chancellorsville ) a oa bet un emgann e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (18611865), hag an hini pouezusañ e-pad Kampagn Chancellorsville. Stourmet e oa bet etre an 30 a viz Ebrel hag ar 6 a viz Mae 1863, en Spotsylvania County, Virginia, nepell diouzh kêriadennig Chancellorsville. Daou emgann a oa bet e-tro an 3 a viz Mae nepell diouzh Fredericksburg. E-pad ar c'hampagn brezel e oa bet lu an Unaniezh renet gant ar Major jeneral Joseph Hooker, an Army of the Potomac, o stourm a-enep ul lu kengevreet hanter bihanoc'h renet gant ar Jeneral Robert E. Lee, an Army of Northern Virginia. Emgann Chancellorsville zo brudet evel "Emgann ampart" Lee rak rannet en devoa e lu e daou damm e-tal ul lu kalz galloudusoc'h ha trec'h e oa bet ar re gengevreet. An trec'h a oa bet unan kalonek gant Lee oc'h implij lentidigezh Hooker, met gant kolloù ramzel. E-touez ar c'holloù bras e oa hini al letanant jeneral Thomas J. "Stonewall" Jackson. Jackson a oa bet tennet warnañ gant soudarded dezhañ, rediet e oa bet da droc'hañ e vrec'h kleiz. Siwazh e oa marvet gant an dorzhellegezh eizh devezh war-lerc'h. Ur c'holl ramzel e oa bet evit Lee hag en devoa embannet e oa marvet e vrec'h dehoù. Spontus e oa bet evit Lee evit kavout soudarded da gemer plas ar re kollet. Ouzhpenn-se ne oa ket deuet a-benn da dalañ ouzh Lu an Unaniezh da dec'hout kuit. Gwelet e vez an trec'h-se gant an istorourien evel unan e doare Pyrrhus.

Emgann Chancellorsville
emgann
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hSpotsylvania County Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°18′38″N 77°38′54″W Kemmañ
Deiziad kregiñ30 Ebr 1863 Kemmañ
Deiziad echuiñ6 Mae 1863 Kemmañ
Order of battleQ3355582, Chancellorsville Confederate order of battle, Chancellorsville Union order of battle Kemmañ
Map
Emgann Chancellorsville

En holl e oa bet kollet 12 764 soudard kengevreet hag evit an Unaniezh 17 287, lazhet gloazet ha steuziet pe prizoniet.