Emgann Gergovia a oa c'hoarvezet er bloaz 52 kent JK etre an armeoù roman renet gant ar prokoñsul Jul Kezar hag ar C'halianed renet gant Verkingetorix, e-kerzh Brezel Galia. Mont a reas an trec'h gant ar C'halianed. Krediñ a reer dre vras e oa c'hoarvezet an emgann e Merdogne (ur gêriadenn adanvet "Gergovie" gant Napoleon III), lec'hiet war un uhelenn blaen e kumun La Roche-Blanche, nepell diouzh Clarmont-Ferrand, e Bro-Arvern.

Kompezenn Gergovia.

Pennad kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.