Emgann Kistreberzh a enebas ul lu viking ouzh arme vreizhat Alan I hag e gevezer Yezekael. Alan I ha Yezekael, hag a veze o stourm an eil ouzh egile evit tron Breizh, o doa divroc'het a-benn talañ ouzh an dañjer nevez. Nebeut a dra a ouzer diwar-benn an emgann-se met Yezekael a voe lazhet ennañ, ar pezh a lakaas Alan I da roue nemetañ. Un trec'h a yeas gant ar Vretoned memes tra. Goude o faezhidigezh ne reas ket ar Vikinged kalz a dra sirius ken evit tagañ Breizh ha kement-se betek marv Alan.

Emgann Kistreberzh

Ul lestr viking
Maread 888
Lec'h Kistreberzh, Breizh
Disoc'h trec'h ar Vretoned
Emgannerien
BreizhVikinged
Pennoù-brezel
Alan I;
Yezekael
dianav
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Monumantoù Kistreberzh kemmañ

Gwelet ivez kemmañ