Emgann Winvaed a enebas, d'an 21 a viz du 654 pe 655 roue Bernikia Oswiu ouzh Penda Mercia ha e gevridi. Faezhet e voe tud Mercia ha lazhet e voe o roue.

Emgann Winvaed

Maread 21 du 655 / 654
Lec'h Cock Beck, Yorkshire
Disoc'h trec'h Bernikia
Emgannerien
BernikiaMercia
Pennoù-brezel
Oswiu BernikiaPenda Mercia
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Istor kemmañ

 
Rouantelezhioù Preden da vare Emgann Winvaed

Daoust dezhañ bezañ an emgann pouezusañ etre an div rouantelezh angl-ha-saoz pennañ e Preden, ne ouzer ket kalz traoù a-zivout emgann Winvaed. Gouzout a reer e stourmas an daou lu war ribl ur stêr met n'ouzomp ket en un doare resis pe stêr e oa. Un adstêr eus an Humber e oa moarvat ha posupl eo e oa ar stêr Cock Beck, war dachenn rouantelezh kozh Elmet pe ar stêr Went e-kichen Doncaster.

Er vestroni gounezet gant Penda Mercia war ar rouantelezhioù arall - ha dreist holl Rouantelezh Northumbria a oa ar rouantelezh pouezusañ gwechall. Kevreet gant Cadwallon ap Cadfan, roue Gwynedd en doa faezhet ha lazhet Edwin Northumbria en Emgann Hatfield Chase e 633 hag Oswald Northumbria en Emgann Maserfield e 642. Goude emgann Maserfield e oa aet Northumbria d'ur gwaz Mercia ha e chomas hec'h isrouantelezh Deira ur c'hevread da Vercia e-pad brezel 655

Liammoù diavaez kemmañ