Emgann an Trocadero

Emgann an Trocadero a c'hoarvezas en Enez an Trocadero, e-kichen Cádiz, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn, d'an 30 a viz Eost 1823, ha trec'het e voe an Dispac'herien spagnol, emsavet enep o roue hollveliek Fernando VII, gant arme ar roue gall Loeiz XVIII.

An ar me c'hall e Spagn e 1823.
Bae Cadiz hag Enez an Trocadero. Kartenn eus an XIXvet kantved.

Kemeret e voe kreñvlec'h an enez gant ar C'hallaoued er brezel a rejont da Vro-Spagn da adlakaat ar gurunenn war benn Fernando VII, lesanvet ar Roue Treitour.

Los Cien Mil Hijos de San Luis (Kant mil bugel Sant Loeiz) a voe graet e Spagn ouzh ar soudarded c'hall.

Orin kemmañ

Pa voe diskaret an impalaer Napoleon en 1815 e voe roet en-dro o c'hurunennoù da rouaned an Tiegezh Bourbon e Gall hag e Spagn. E Spagn en doa ranket ar roue Fernando VII plegañ, en desped dezhañ, da g Cortes Cadiz, ar vodadenn vroadel he devoa savet ur Vammlezenn awenet gant ar frankizouriezh. E kuzh avat en devoa goulennet skoazell digant an Emglev Santel, (Rusia, Aostria, Prusia ha Bro-Saoz) evit derc'hel penn ouzh Bodadenn ar c'h -Cortès.

En miz Genver 1822 e voe kemeret penn an emsavadeg gant ar c'horonal Rafael del Riego ha prizoniet e voe ar roue Fernando VII e Cádiz. Evit diskar an dispac'h a rae berzh er vro e voe aotreet Bro-C'hall, gant an Emglev Santel e Kendalc'h Verona (Here 1822) da vont da lakaat urzh.

Kemer ar c'hreñvlec'h kemmañ

En miz Ebrel 1823 e voe kaset un armead c'hall da Spagn gant ar roue gall Loeiz XVIII evit adlakaat ar gurunenn war benn Fernando VII. E penn an arme e oa e niz, Loeiz Bro-C'hall, dug Angoulême. Treuzet e voe ar Pireneoù gant ar C'hallaoued, ha kemeret Madrid, hag int neuze war-zu Andalouzia ha porzh Cádiz.

D'an 31 a viz Eost 1823 e voe faezhet an dispac'herien a glaske difenn daou greñvlec'h e Puerto Real, un daouzek kilometr eus Cadiz. Kemeret e voe kreñvlec'h Enez an Trocadero, a zifenne porzh Cadiz, gant soudarded c'hall o devoa lammet en izelvor : hennezh eo taol-kaer an arme c'hall. Ar jeneral gall, dug Angulema, a vo roet dezhañ an titl a «Priñs an Trocadero».

Heuliadoù kemmañ

Dieubet e voe roue Spagn, hag adsavet an hollveliegezh. Ankouaet e voe an amnistiezh prometet d'an dispac'herien. Goude e teuas gwaskerezh a-raok ma'z eas ar C'hallaoued war o c'hiz. 30 000 den a voe lazhet er bloavezhioù goude.


Ar skrivagner diplomat François-René de Chateaubriand en doa kemeret perzh e Kendalc'h Verona hag en aozadur an droiad vrezel a voe anvet da gannad Bro-C'hall e Madrid.

Monumant gall kemmañ

Goude-se e voe roet an anv Trocadero e Pariz d'ul leurgêr ha d'ur palez e koun d'an trec'h roueel-se.

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ