Brezel ar Ramzed (γιγαντo-μαχια gigantomac'hia e henc'hresianeg) zo ur brezel a savas etre ar Ramzed ha doueed an Olimp hervez mojennoù Henc'hres. Dont a reas war-lerc'h Brezel an Ditaned.

Dionysos o stourm ouzh ur Gigant e-kerzh Brezel ar C'higanted, pélikè atikat gant dremmoù ruz, e-tro 460 kent J.-K., Mirdi al Louvre

Ar perag eus ar brezel kemmañ

Kraouiet e oa bet an Ditaned gant Zeus en Tartaros. O mamm Gaia avat a oa savet konnar enni abalamour da se, ha c'hoantaat a reas ober brezel d'an Doueed. Ha hi ha kas he mibien, ar Ramzed, d'an emgann.

A-raok ar brezel kemmañ

Ne deuas ket enebadenn Gaia raktal goude an dichekadenn. Gallout a reas Zeus kemer e ziarbennoù eta. P'en doa ezhomm da gaout un haroz kreñv a-du gantañ evit derc'hel penn ouzh ar Ramzed ha n'hallent ket mervel diwar dorn un doue, e kouskas Zeus gant Alkmene abalamour dezhi da c'henel Herakles.

Evit Gaia a lakaas da greskiñ louzoù a rafe d'he bugale bout diwelus da zaoulagad an dud ha divarvel rak an taolioù. Pa glevas Zeus kement-se ne voe ket seizhdaletoc'h evit mirout ouzh Helios, Selene hag Eos, a sevel a-raok dezhañ kavout penn eus al louzoù hud.

Ar c'hrogad kemmañ

 
Poseidon oc'h en em gannañ gant Polybotes, amforenn he gouzoug atikat gant dremmoù du diwar zorn Livour ar Vrañsigell, war-dro. 540-430 kent J.-K., mirdi al Louvre.
 
Ar Moirai o lazhañ Agrios ha Thoas, munudig eus izelvos Brezel ar C'higanted war Aoter Pergamon, IIvet kantved kt JK, Mirdi Pergamon (Berlin).

Emañ an aerva e-lec'h m'emañ ar Ramzed o chom, war ar Flegra (« douar tan»). E penn ar Ramzed e oa Eurymedon, Alkyoneüs ha Porfyrion. Bodet e oa an Doueed pa zeuas an arsailh kentañ. War-raok ez ae ar Ramzed gant o flammerennoù graet gant skodoù derv, hag o skeiñ kerreg ha kernioù menezioù dezho.

  • Herakles a daole e saezhoù kontammet da Alkyoneüs. Met dre ma n'halle ar ramz bezañ trec'het nemet e-maez e vro e voe sachet gant Herakles pell eus e zouaroù.
  • Porfiryon a glaskas gwallañ Hera. Pulluc'het e voe gant Zeus ha peurlazhet gant ur saezh kontammet taolet gant Herakles.
  • Efialtes a voe lazhet gant ur saezh e pep a lagad, unan tennet gant Apollon, eben gant Herakles.
  • Ar Ramz Klytios a voe devet gant flammerennoù ifernel Hekate.
  • Gant pennbizhier arem ez eas ar Moirai da lazhañ Agrios ha Thoas.
  • Lazhet e vo pep hini eus ar Ramzed gant saezhoù Herakles glebiet e binim Naer-zour Lerna, war-bouez prizonidi an inizi.

Menegoù kemmañ

Gwelit ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Francis Vian, « La Guerre des Géants. Le Mythe avant l'époque hellénistique », dans L'Année sociologique, 3 série (1952), Paris, 1955, p. 440-443.