Emsav ar Bengaleg (pe Bengali Language Movement), anavezet ivez evel Emsav ar Yezh (pe Language Movement) (ভাষা আন্দোলন}}; Bhasha Andolon e bengaleg), a oa ur strivadeg politikel e Bangladesh (anvet neuze Pakistan ar Reter), evit anaoudegezh ofisiel ar Bengaleg evel yezh ofisiel e Pakistan. Gant an anaoudegezh-se e c'hallje bezañ kelennet er skolioù hag implijet er gouarnamant.

Kerzhadeg evit ar yezh d'an 21 a viz C'hwevrer 1952 e Dhaka

Istor kemmañ

Pa voe savet stad Pakistan e 1947 e oa div rann enni: Pakistan ar Reter (pe Bengal ar Reter) ha Pakistan ar C'hornaoueg, pell an eil diouzh eben, dre an douaroniezh, dre ar yezhoù, ha dre o sevenadurioù.

E 1948 e voe embannet gant Pakistan e oa an urdu a oa ar yezh vroadel nemeti, ma savas trouz e-touez bengalegerien Pakistan ar Reter. O welet bec'h hag enebiezh o sevel abalamour d'al lezenn nevez e voe berzet bodadegoù bras gant ar gouarnamant. Aozet e voe un dibunadeg vras gant studierien skol-veur Dhaka a-benn an 21 a viz C'hwevrer 1952. War washaat ez eas an tabut pa voe lazhet studierien gant ar boliserien en deiz-se. E penn an enebiezh e oa an Awami Muslim League, anvet diwezhatoc'h Awami League.

Trec'h kemmañ

A-benn un toullad bloavezhioù e rankas ar gouarnamant plegañ ha reiñ statud ofisiel d'ar bengaleg e 1956. E 1999 e voe diskleriet an 21 a viz C'hwevrer evel Deiz Etrebroadel ar Yezhoù Mamm gant an UNESCO, en anaoudegezh da stourm Emsav ar Bengaleg hag en enor da wirioù yezhel ar pobloù er bed a-bezh. Gant Emsav ar Bengaleg e voe kreñvaet ar vroadelezh vengali e stad Pakistan, hag e vugale eo ar c'hostezennoù broadel deuet diwezhatoc'h, evel ar 6-point movement, hag ivez Brezel-Dieubiñ Bangladesh e 1971. Ur gouel broadel eo an 21 a viz C'hwevrer, Deiz Emsav ar Yezh, e Bangladesh. Savet e voe monumant ar Shaheed Minar damdost da skol-veur medisinerezh Dhaka da eñvoriñ e stourm.

Istor kemmañ

Ar broioù a zo anvet Pakistan ha Bangladesh hiriv ne oant nemet rannoù eus India en amzer an trevadennerezh saoz. Adalek an XIXvet kantved e oa bet embannet gant ar renerien bolitikel ha relijiel e oa Urdu an hini e oa lingua franca ar Vuzulmiz en India. E-touez an dud-se e oa Sir Syed Ahmed Khan, Nawab Viqar-ul-Mulk ha Maulvi Abdul Haq.[1],[2] Urdu zo ur yezh indezarianek eus skourr ar yezhoù indeziranek, e tiegezh ar yezhoù indezeuropek. Levezonet eo bet gant ar perseg, an arabeg, hag an turkeg.

Pa'n em lede an Urdu e-touez Muzulmiz hanternoz India, ne voe da gentañ nemet Bengaleg gant re Bengal, ur proviñs e reter trevadenn India.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Upadhyay, R (May 1 2003). Urdu Controversy - is dividing the nation further.. Papers. South Asia Analysis Group. Kavet : 2008-02-20.
  2. Rahman, Tariq (1997). "The Medium of Instruction Controversy in Pakistan" (PDF). Journal of Multilingual and Multicultural Development 18 (2): 145–154. ISSN 0143-4632. Kavet 2007-06-21