Emsavadeg ar Bonedoù ruz

Emsavadeg ar Bonedoù ruz zo un emsavadeg pobl hag a c’hoarvezas e Breizh e 1675 ; kastizet garv e voe gant gouarnamant ar roue Loeiz XIV.


« La révolte du papier timbré »
Jean-Bernard Chalette (1676)
Mirdi an Arzoù-kaer, Roazhon

Daou varead a vez digejet gant an istorourien :

  • unan kentañ a c’hoarvezas e miz Ebrel 1675 e kêrioù bras reter ar vro, Roazhon ha Naoned dreist-holl, hag anvet « Emsavadeg ar Paper timbr » dre ma oa savet a-enep taosoù berniet war an dud, en o zouez ar paper timbr lakaet da ret evit ober aktaoù ;
  • e Breizh-Izel e voe lakaet reuz er maezioù gant kouerien, hag anvet eo « Emsavadeg ar Bonedoù ruz » pe « Emsavadeg ar re Dorreben » dre ma veze gwisket ar beizanted gant bonedoù ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E Kernev hag e Treger dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz Gouere hag Eost.

Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù evel Dinan, Gwened hag e Roazhon muioc’h c’hoazh.

Kenarroud kemmañ

 
Papertimbr, Abati ar Groaz-Santel, Kemperle, d'an 9 a viz Eost 1674.

Ar roue Loeiz XIV en devoa ezhomm mammennoù nevez evit arc'hantaouiñ Brezel Holland (1672-1678), a zlee bezañ unan prim met a veze oc'h en em ledañ dre an amzer. Armeoù Frañs a oa bet stanket dre ma voe digoret ar skluzioù gant Hollandiz. Ouzhpenn da se, o morlu a oa kroget da lakaat seziz war an aodoù gall. Sparlet tamm-pe-damm e oa an hentoù dezougen, ar pezh a groge da vezañ drastus evit ar c'henwerzh e Breizh. Div wech e tilestras Hollandiz eno : er Gerveur e 1673 hag e Groe e 1674. Colbert, maodiern an arc'hant da Loeiz XIV, a zivizas neuze sevel tailhoù nevez. Da gentañ feurm ar paper timbr, un tailh hag a voe lakaet e pleustr e miz Ebrel 1674. Ar paper-se a oa ret evit an holl skridoù justis (testamantoù, kevradoù gwerzh hag ar marilhoù ganedigezh) ; evit an dud foran e lakaas kresk war an oberiadurioù e-liamm gant ar justis, hag evit labourerien ar gwir e oa ur riskl da welet o danvez labour o vont war zigresk dre un niver bihanoc'h a oberiadurioù a-berzh ar bobl.

An holl dud neuze avoe kounnaret gant an tailh nevez. D'ar 27 a viz Gwengolo 1674 e voe miret gwerzh ar butun gant ar roue, un tailh a voe lakaet ha feurmoù war ar butun a voe lakaete pleustr. An dud aotreet da werzhañ butun a adprenas staliadoù ar genwerzhourien, pa oa difennet dezho e werzhañ o-unan. An adaozadur-se a blantas reuz er rouedadoù dasparzh ar butun da vutuniñ pe da chaokañ, ral evoe ar butun wararmarc'hadoù, ar vutunerien hag ar genwerzhourien a voe kounnaret.

Er memes mare, un tailh nevez a voe savet war an traezoù graet diwar staen, ha pa vijent e gwerzh pe biaouet a-werso ; paket fall e voe ar gouerien binvidik hag an davarnourien, ret e voe dezho lakaat kresk war o frizioù evit adtapout ar c'holloù nevez. Koulz ar werzherien hag o fratikoù a voe fuloret.

Red an darvoudoù kemmañ

 
Evit gwaskañ an emsavadeg e voe dibennet tourioù-iliz er Vro Vigoudenn, evel da skouer e chapel Langiwa e Ploneour-Lanwern

Klevet e voe diwar-benn un emsavadeg e Bourdel a-enep lod tailhoù (nebeut a dra e gwirionez) ; en em sevel a reas an dud e kêr Roazhon d’an 3 a viz Ebrel 1675 pa glevjont ar c’heloù. Lakaet e voe an arigrap war burevioù butun ha war burev ar paper timbr e Breujoù Breizh.
Kemend-all a c’hoarvezas e Naoned, Gwened, Konk-Kerne, Rosporden, Pont-an-Abad, Kemper, Brest, Gwengamp, Dinan hag all ; un emsavadeg kêriz e voe er penn-kentañ eta. Parlamantidi ha tud eus ar bobl a oa e penn an emsavadeg. Arme ar roue, renet gant Charles d'Albert d'Ailly, dug Chaulnes ha lesanvet "An hoc'h lart"[1], a voe karget da lakaat an urzh da ren en-dro.

  • E Naoned e krogas an adurzhiañ, hag eno e chomas ar soudarded c'hall e-pad teir sizhun. Eno e voe lakaet d’ar marv Goulven Salaun a oa e penn ar jeu.
  • E Gwengamp e voe krouget tri den, ur vaouez en o zouez.
  • Misionerien a veze o kenteliañ ar bobl, Jezuisted anezho, ha Juluan Maner en o zouez.

E Roazhon kemmañ

  • D'ar 25 a viz Here, el lanneg anvet "la Courouse", ez eas dug Chaulnes hag an dugez, gant noblañsed deuet e 25 karroñs, da arvestiñ ouzh gweladeg 3000 soudard: mousketaerien, dragoned, lod eus rejimant ar Gurunenn hag eus hini ar Warded, archerien . *D'ar 26 a viz Here, Pierre Daligault, violoñser, "suffisamment atteint et convaincu d'avoir emeu la populace, rompu et pillé les bureaux du papier timbré," a voe brevet e gorf a daolioù barrenn houarn, lakaet e gorf war zikouez war ar rod e-pad 24 eur, rannet e pevar zamm, kaset da vezañ ispilhet "er pevar avel', unan er Magdeleine (hent Naoned), an eil e Bourg an Eskob, an trede er "ruë Haute", hag ar pevare er "ruë Huë" (straed Pariz), ouzh postoù plantet evit se".
  • D'an 29 a viz Here e voe krouget Pierre Trehol , marc'hadour dilhad kozh, e penn ar c'hoc'hu ("grand bout de Cohuë") dre an abeg m'en devoa tennet gant ar fuzuilh war dug Chaulnes,
  • D'an 31 a viz Here, Perrine Dubois, convaincue d'avoir participé au vol du vœu d'argent en l'église des Dominicains dite de Bonne Nouvelle, fut condamnée à la question, pendue et étranglée au "Grand bout de Cohuë".
  • D'ar 4 a viz Du, Jean Rivé, tavarnour ar "Sauvage" er rue Haute, reconnu comme chef de la révolte est condamné "de faire amande honorable à la porte de l'églize cathédrale de Saint-Pierre avec une torche ardente aux mains, la corde, tête et pieds nus, demandant pardon à Dieu, au roy et à la justice, de là etre conduit au placis de Sainte Anne, et y etre rompu vif sur un échafaut, et sa tête séparée de son tronc etre plantée au haut d'une pique qui sera placée près le pont Saint Martin avec un ecriteau qui contenoit ces mots : Chef de séditieux, son corps jetté à la voirie, ses biens acquis et confisqués au roy".
  • D'an 2 a viz Du, Jean Blé, eus ar rue Haute, a voe krouget er Grand bout de Cohuê dre an abeg m'en devoa rediet an ofiserien da gemer an armoù.

D'ar 5 a viz Du, Guillaume Froc, eus Sant-Jili, a oa gant ur fuzuilh, en devoa lavaret c'hoantaat lazhañ an dug, a voe brevet a daolioù barrenn houarn ha lakaet e gorf war zikouez e Sant-Jili.

  • D'ar 7 a viz Du ez eas dug Chaulnes d'ar Stadoù, da gêr Dinan.

Abegoù an emsavadegoù kemmañ

Koulz an noblañs hag ar bobl a oa paket gant ar c'hresk a veze atav war an tailhoù bet savet gant ar galloud kreiz adalek 1670. Pa voe lakaet e peustr ur paper timbr a-ratozh evit an aktaoù gwiriañ ha justis ha gwirioù nevez war ar milinoù, ar goredoù, ha kalz traoù all c’hoazh, Stadoù Breizh a glaskas adprenañ editoù ar roue en eskemm ouzh an hanter muioc'h eget o zalvoudegezh. Darn hepken a voe dilezet. Bloaz war-lerc’h e voe adsavet an editoù-se hep goulenn nag ali nag aotre Stadoù Breizh.
Un emsavadeg all a voe enep an noblañs hag an uhelidi, an taosoù, ar brientoù. Goulennet e voe ivez ma vije difennet frankiz Breizh. Plantet e voe an tan e manerioù hag e kastelloù ha devet dielloù.

A-wechoù e lakaas an emsaverien o c’hoantoù dre skrid, anvet Code païsan, pe neuze c’hoazh e brezhoneg Pessovat ("pezh zo a vat"), ha sinet Torr e benn.

Skeudenn ar Bonedoù Ruz en amzer a-vremañ kemmañ

 
"Bonedoù Ruz" o vanifestiñ e Lannarstêr war ur pont d'ar 1 a viz Meurzh 2014

E 1975 e oa bet lidet 300 vloaz an emsavadeg gant ar Strollad Komunour Gall en doa aozet ur gouel e Karaez ha gant Unvaniezh Demokratel Breizh en doa lakaet c'hoari dre Vreizh a-bezh ur pezh-c'hoari savet gant Paol Keineg, Le Printemps des Bonnets rouges, c'hoariet gant ar strollad Théâtre de la Tempête eus Pariz[2].

E 2006 en doa klasket prefed Penn-ar-Bed mirout na vije skeudenn Sebastian ar Balp war panell vrudañ kêr Garaez war bord an hent bras[3].

E 2013 e voe kemeret ar "Bonedoù Ruz" da arouez gant un emsavadeg evit "labourat, bevañ ha divizout er vro", hag a c'houlenn dilez an écotaxe da skouer. Gwisket e voe bonedoù ruz ganto e-kerzh ar manifestadegoù, evel e Kemper d'an 2 a viz Du pe e Karaez d'an 30 a viz Du.

Levrioù kemmañ

E galleg
  • Henry Chotard (1862), Madame de Sévigné en Bretagne, Nabu Press, 2011 (ISBN 978-1-246-54962-1).
    • Lizher gant ar varkizez e 1675: [1]fbclid=IwAR29fwLxSROIZoeqf5J9RYqjDq03jZghNCqfODAokja46KtqUQCjb9lQ48I
  • Léon de La Brière (1882), Madame de Sévigné en Bretagne, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-243-05333-9)
  • Jean Lemoine (1896), Documents inédits relatifs à la Révolte du Papier timbré en Basse Bretagne en 1675, Bulletin de la Société archéologique du Finistère
  • Jean Lemoine (1898), La Révolte du Papier timbré ou des Bonnets Rouges, Ulan Press, 2012 (ASIN : B009LDO46S)
  • Charles Le Goffic (1906), Les Bonnets Rouges, Éditions des Régionalismes, 2013 (ISBN 978-2-8240-0150-0) • Levrel (embannadur niverel) e 2013 (ISBN 978-2-8240-5003-4)
  • Yves Garlan & Claude Nières, Les révoltes bretonnes de 1675 – Papier timbré et Bonnets rouges, Éditions Sociales, Paris, 1975 (ASIN : B01MQ29ELV)
  • Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumad 10/18), Paris, 1976
  • Boris Porchnev, Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, embannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Paris, 1976
  • Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en pays bigouden, Éditions Ressac, Kemper, 1989 (ISBN 978-2-904966-19-4)
  • Serge Duigou, La révolte des pêcheurs bigoudens sous Louis XIV, Editions Ressac, Kemper, 1989 (ISBN 978-2-904966-19-4)
  • Armand Puillandre, Sébastien Le Balp - Bonnets Rouges et papier timbré, Éditions Keltia Graphic- Kan an Douar, Landelo-Speied, 1996 (ISBN 978-2-906992-65-8)
  • Serge Duigou, Les coiffes de la révolte – Légendes du pays bigouden, Editions Ressac, Kemper, 1997 (ISBN 978-2-904966-36-1)
  • Jean-Pierre Kerloc'h, La révolte des Bonnets rouges, SEDRAP Jeunesse (8-11 vloaz), 2012 (ISBN 978-2-7581-1503-8)
  • Michel Nassiet, Qui étaient les Bonnets Rouges ?, Skol Vreizh, 2013 (ISBN 978-2-36758-020-3)
E brezhoneg

Liammoù diavaez kemmañ

.

Notennoù kemmañ

  1. Loeiz Herrieu &al., Istoér Breih, pe Hanes ar Vretoned, An Oriant, Dihunamb, 1910, p. 248.
  2. Jean-Jacques Monnier, Histoire de l'Union démocratique bretonne, Les cahiers du Peuple breton, niv. 7, Presse Populaires de Bretagne, 1998, p. 19.
  3. Ur skeudenn eus ar banell-se