Emyr Owen Humphreys (15 Ebrel 191930 Gwengolo 2020) a oa ur skrivagner saoznek eus Kembre, unan eus ar re vrasañ en XXvet kantved.

E vuhez kemmañ

Ganet e voe Emyr Humphreys e Trelawnyd, e-kichen Prestatyn, e hanternoz Kembre. E dad, William Humphreys, a oa mestr-skol eno, ha rener laz-kanañ paotred Trelawnyd. Kenderv d’ar barzh Hedd Wyn e oa tad Emyr. Desavet e voe ar paotrig e saozneg, daoust ma ouie e dud kembraeg ha deskin a reas yezh ar vro diwezhatoc’h, dre ma oa troet gant mennozhioù broadelourien Plaid Cymru. Kregiñ a reas da zeskiñ kembraeg pa oa krennard, d’ar mare ma voe c’hwezhet an tan gant brogarourien e skol vombezañ Penyberth e ledenez Llŷn e 1936.

Studiañ a reas istor ha saozneg e skol-veur Aberystwyth, met abalamour d’ar brezel, ne c’hallas ket echuiñ e studioù. D’ar mare-se e tisklêrias e oa arbennour a goustiañs ha labourat a reas en atantoù e meur a lec’h e Kembre. Diwezhatoc’h ez eas da reiñ dorn e kampoù repuidi en Ejipt hag en Italia, evit Aozadur ar Broadoù Unanet.

Labourat a reas evel kelenner e Pwllheli, a-raok mont da vezañ produour pezhioù-c’hoari evit ar BBC e 1955. Gantañ e voe produet, e kembraeg hag e saozneg, lod eus pezhioù Saunders Lewis ha John Gwilym Jones. Goude e kelennas teatr e skol-veur Bangor hag adalek 1972 ez eas da skrivagner leunamzer. E 1946 e oa dimezet da Elinor Myfanwy Jones ha pevar a vugale o devoe.

Daoust ma skrivas ar braz eus e levrioù e saozneg e voe atav ur stourmer evit ar c’hembraeg, a oa evitañ un hêrezh sevenadurel dibar. Tremen a reas ur pennadig amzer e toull-bac’h Liverpool, e 1973, dre ma nac’he paean an taos skinwel evit sevel a-enep an diouer a gembraeg er skinwel.

E oberenn kemmañ

Embannet e voe e romant kentañ, Little Kingdom, e 1946. E-pad e vuhez e skrivas ouzhpenn ugent romant, lod brudet-mat evel A Toy Epic (1958), Outside the House of Baal (1965) pe an heuliad The Land of the Living hag a daolenne istor Kembre en XXvet kantved. Savet en deus ivez danevelloù, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha levrioù all c’hoazh diwar-benn istor ha sevenadur Kembre.

Garedonet e voe meur a wech gant prizioù a bep seurt : ar Priz Somerset Maugham e 1958, gant Hear and Forgive, ar Priz Hawthornden e 1958 ivez, gant A Toy Epic, prizioù Llyfr y Flwyddyn e 1992 ha 1999. E 2004 e c’hounezas ar priz Siân Phillips, roet d’e labour evit ar skinwel e Kembre[1].

Paouez a reas da skrivañ e 2009, pa oa 90 vloaz. Tremen a reas an dibenn eus e vuhez e Llanfairpwllgwyngyll, en Enez Mon, hag eno e varvas da ur bloaz ha kant.

Un nebeud levrioù kemmañ

  • The Little Kingdom, romant, 1946
  • The Voice of Stranger, romant, 1949
  • A Change of Heart, romant, 1951
  • Hear and Forgive, romant, 1952 (troet e galleg, “Écoute et pardonne”)
  • A Man’s Estate, romant, 1955
  • The Italian Wife, romant, 1957
  • A Toy Epic, romant, 1958
  • The Gift, romant, 1963
  • Outside the House of Baal, romant, 1965
  • Natives, danevelloù, 1968
  • Dinah, pezh-c’hoari, 1970 (asambles gant W.S. Jones)
  • Ancestor Worship, barzhonegoù, 1970
  • National Winner, romant, 1971
  • Flesh an Blood, romant, 1974
  • Landscapes, barzhonegoù, 1976
  • The Best of Friends, romant, 1978
  • The Kingdom of Brân, barzhonegoù, 1979
  • Theatr Saunders Lewis (Astudiaethau Theatr Cymru), 1979
  • Pwyll a Rhiannon, 1980
  • Salt of the Earth, romant, 1985
  • An Absolute Hero, romant, 1986
  • The Triple Net: A portrait of the writer Kate Roberts 1891-1985, 1988
  • The Taliesin Tradition: A Quest for the Welsh Identity, 1989
  • Old People Are a Problem, danevelloù, 2003

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ