Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Louet
Enez Louet.
Enez Louet.
Anv(ioù) all Ilioig
Anv gallek Île Louët
Geografiezh
Lec'hiadur Bae Montroulez, (Mor Breizh)
Daveennoù lec'hiañ 48° 40′ 24″ N, 3° 53′ 19″ K
Lein uhelañ 14 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Karanteg
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez-Louet, pe Ilioig[1], zo un enezennig e Bae Montroulez, 350 m er biz a-vaez da Garanteg e Penn-ar-Bed, etre beg Penn-al-Lann ha Kastell an Tarv.

Skeudenn an enezig-mañ a zo deuet da vezañ brudet kenañ o vezañ embannet e-leizh gant kazetennoù touristelezh[2].

Bae Montroulez.

Savadurioù kemmañ

Pevar savadur zo warni : tour-tan Enez Louet bet savet e 1857 ha lakaet war elum e 1860, un ti ha daou adti.

Annez gward an tour-tan e oa an ti betek ar 1962, pa voe emgefreekaet ar gouloù[3].

E-pad ar bloavezhioù pevar-ugent e oa bet implijet evel lec'h diazez gant skol bageal ar Glénans[4].

Adalek 2004 eo bet fiziet an ti da di-kêr Karanteg gant melestradur an tourioù-tan hag ar balizennoù. Labourioù a zo bet graet gant an ti-kêr ; feurmet e vez d'an douristed abaoe 2008[5][6].

Abaoe 2013 ez eo kenstaget Enez-Louet ouzh rouedad an dour ; tredan a vez kenderc'het evit an ti dre banelloù fotovoltaek.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Hervez Toponymie Nautique niv. 1426, gant Alan ar Berr (1971) e vez graet "Enez Louet" pe "Ilioig"" eus an enezennig-se. Hervez Renabl anoiou lehiou Arvor Gorre Leon (Bae Montroulez), gant Mikael Madeg ha P. Pondaven (Emgleo Breiz, 2004), e kaver meur a stumm e brezhoneg komzet ar vro : [ãniˈloˑik], [ãniˈʎoˑik], [ãniˈluˑɛt], [ãniˈʎoˑɛk], [eˑnezˈluˑik], [eˑnezˈloˑik] (p. 90).
  2. Les îles du Ponant, Louis Brigand, Palantines, 2002, pajennoù 299-300.
  3. Phare et maison du gardien de l'Île Louët (Carantec), Inventaire des patrimoines maritimes et estuariens du Pays de Morlaix, Rannvro Breizh.
  4. Phares des côtes bretonnes, Pierre-François Bonneau ha Benoît Stichelbaut, Ouest-France, 2020, pajenn 58.
  5. "Île Louet. Chambres avec vue imprenable", Le Télégramme, 8 a viz Du 2007.
  6. (fr) Ti an touristerezh
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.