Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Ripoche
Anv gallek Île Ripoche
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 17′ 29″ N, 1° 23′ 24″ K
Gorread 0,06 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Malvid
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Ripoche (Île Ripoche e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger etre Naoned hag Ankiniz, e kumun Malvid, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh.

Tost ouzh ribl dehoù ar stêr (en norzh) eo an enezenn, en norzh da Enez Arrouix. Muzuliañ a ra 800 m a hirder ha 140 m a ledred, gant ur c'horread a 6 ha[1]. E 2006 e oa bet prenet 4 ha eus an enezenn gant al Liger-Atlantel evit gwareziñ spesadoù en arvar an enez[2].

N'eus pont ebet a stag an enezenn ouzh ribloù ar stêr met moaien zo da vont di war droad pa vez disec'het ar vrec'h norzh.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. (fr) "Île Ripoche", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
  2. (fr) "L'île Ripoche" war lec'hienn ofisiel al Liger-Atlantel.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.