Enez Tromelin
Enez Tromelin gwelet diouzh ur c'harr-nij.
Enez Tromelin gwelet diouzh ur c'harr-nij.
Anv gallek Île Tromelin
Geografiezh
Enezeg hini ebet
Lec'hiadur Meurvor Indez
Daveennoù lec'hiañ 15° 53′ 31″ S, 54° 31′ 23″ R
Gorread 1 km²
Lein uhelañ Point Marrec (7 m)
Geologiezh Enez-koural
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Tiriad tramor Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs
Distrig Inizi Strewet Meurvor Indez
Poblañs
Poblañs 3 ann.
Stankted 3 ann./km²
Titouroù all
Dizoloadenn 1722
Gwerzhid-eur UTC+04:00

Enez Tromelin zo un enezennig, 1 km² he gorread, e Meurvor Indez e dalc'h Bro-C'hall er reter da vMadagaskar hag en norzh d'ar Maskaregnez. Unan eus an Inizi Strewet eo. Arc'het eo an enez gant Moris. Met un emglev kenverañ an enez hag an doureier tro-dro gant Moris a zlefe bezañ lakaet da dalvezout e 2013[1].

Enez Tromelin
An Inizi Strewet : ar poent niv. 5 eo Enez Tromelin

Pa voe dizoloet kemmañ

Bihan ha plaen eo an enezenn, distro diouzh hentoù bras al listri, ha ne voe dizoloet nemet e 1722 gant tud al lestr gall La Diane hag e gabiten Briand de la Feuillée. Anvet e voe « île des Sables » (Enez an Traezh) abalamour d'an traezhegi gwenn en-dro dezhi. Skrivet e voe e oa un « enez plaen 700 tez dre 300 war-dro ».

Peñseidi Tromelin kemmañ

Ur gwall reuz a vez graet anezhañ « Peñseidi Tromelin ». D'an 31 a viz (Gouhere?) 1761, e teuas L'Utile, ul lestr-morianetaer eus ar c'h-Compagnie française des Indes orientales, dindan ar c'habiten La Fargue, d'ober peñse war gerreg an enezennig. Kuitaet gantañ Enez Frañs (Maoris hiziv) gant 120 martolod da vont da Foulpointe, war aod reter Madagaskar, da gerc'hat n'ouzer pet sklav da Vaoris. Ur fazi e-barzh ar sturiañ, ha brevet al lestr war gerreg Tromelin. Da vare ar peñse e teuas a-benn ar vartoloded hag un tri-ugent a vorianed da dizhout an enez, hag ar re all, prennet warne e goueled al lestr, a varvas, beuzet.

Un tamm dafar a voe dastumet diwar al lestr, binvioù, boued, koad. Ur puñs a voe kleuziet, evit kaout dour mat d'evañ. Evit ar boued e oa baoted ha laboused, ouzhpenn boued eus al lestr. War urzh ar c'habiten e voe graet daou gamp, unan evit ar re wenn hag unan evit ar re zu, ar sklaved; ur c'hovel ha, gant koad al lestr, ur vag. Daou viz war-lerc'h ar peñse e voe bec'h o lakaat ar 122 a vartoloded e-barzh. Ar re zu a chome war an enezenn, un tamm boued ganto, ha prometet dezho dont d'o c'herc'hat. Promesa toull.

Tizhet Madagaskar gant ar vartoloded, kavet ul lestr da vont da Enez Frañs, hag eno kaoz eus ar beñseidi all. Aet ar gouarnour e konnar war-lerc'h La Fargue : disentet en devoa ar c'habiten, urzh en doa da chom hep degas sklaved da Vaoris, ne oa ket a-walc'h a voued hervez ar gouarnour, dreist-holl ma teuje ar Saozon da glask reiñ bec'h. Hag ar gouarnour ha nac'h kas da gerc'hat peñseidi an enezennig. Keloù an dilez-se a zegouezhas e Pariz, un tamm trouz a voe e-touez an dud a studi, hag ankouaet ar beñseidi e deroù Brezel ar Seizh Vloaz ha freuz-stal Kompagnunezh an Indez.

E 1773 e voent spurmantet diwar ul lestr o tremen e-biou d'an enezenn, ha roet keloù da bennadurezh Enez Frañs. Kaset ul lestr, met ne deuas ket a-benn da dostaat ouzh an enezenn. Bloaz goude e teuas ul lestr all, La Sauterelle, a reas kazeg ivez. Ur vagig a voe kaset gant ur martolod, war-neuñv e tegouezhas en enezenn. Met dilezet e voe gant e genvoraerien dre ma n'hallent ket aochañ, ken fall ar mor. Ha kuit al lestr. Chomet ar martolod eta. Hag eñ stagañ da sevel ur radell. Diaochañ a reas gant an tri gwaz nemeto a chome ha teir maouez. Met da goll ez eas ar radell war vor.

D'an 29 a viz Du 1776, 15 vloaz goude ar peñse, e teuas ar marc'heg Tromelin, komandant al lestr La Dauphine, da zastum an 8 sklav manaet bev: 7 maouez hag ur bugel 8 miz. Gwelout a reas e oa gwisket an dud gant dilhad plu plezhet hag e oant deuet a-benn da zerc'hel un tan goude ma ne oa gwezenn ebet en enezenn. Degemeret e voe an dud gant gouarnour gall Enez Maoris, frankaet e voent gantañ ha badezet e voe ar bugel anvet… Moïse (Moizez). Gant ar marc'heg Tromelin e voe deskrivet an enezenn ha roet e anv dezhi.
E miz Here 2006 e oa bet kaset di ur bagad imbourc'herien eus ar Groupe de recherche en archéologie navale (Gran) renet gant Max Guérout, d'ober un imbourc'hadenn anvet « Esclaves oubliés » (Sklaved chomet war-lerc'h), paeroniet gant an UNESCO.

Kavet e voe al lestr peñseet, dismantroù tier, ha betek un deizlevr. Ur bodad klaskerien all a vo kaset marteze da glask bezioù evit gouzout hiroc'h a-zivout al liderezh kañv.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Le Télégramme gwelet d'an 11.04.2013.