Enrique de Malaca pe de Molucca, anavezet ivez evel Enrique el Negro (ganet war-dro 1495), a voe jubennour ha sklav Fernão de Magalhães ha moarvat an den kentañ oc'h ober tro ar bed.

Enrique de Malaca

N'ouzer ket pe e oa Enrique genidik eus Sumatra (en Indonesia), eus Malaca (en Malasia) pe eus Cebú (er Filipinez). N'eo ket resisaet gant Antonio Pigafetta, a oa kronikour gant Magallanes. Martezeadennoù all zo bet steuet gant oberourien all diwezhatoc'h. Hervez ar romantour maleziat Harun Aminurashid e oa eus Malasia, hag an anv Panglima Awang a ra anezhañ en e romantoù istorel.

Dizemglev zo ivez da c'houzout hag ober a reas tro ar bed e gwirionez, pa zistroas e 1521 d'ar Filipinez, a-raokl d'ar Spagnol Sebastián Elcano echuién e hini en 1522 en Spagn.

Orin kemmañ

Tapet e voe Enrique en Sumatra en 1511. Ma tegemerer displegadurioù Fernando de Magallanes e tlee bezañ entre 12 ha 18 vloaz. Da neuze edo Magallanes er Molukez en un droiad dindan c'hourc'hemenn Diego Lopez Sequeira hag Alfonso de Albuquerque, evel unan eus trevadennerien bortugalat e toleadoù zo eus Malasia hag Indonezia.

Liammoù diavaez kemmañ