Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 


Stadoù pennañ an danvez kemmañ

3 stad pennañ a zo d'an danvez, solud, dourenek, gazek.
Ar solud a zo termenet gant ezvezañs a spas etre ar molekulennoù. Ar goulonder etre an atomoù a zo anvezet ar goulonder kantikel.
An douren a zo ur fluid ar molekulennoù o deus ul liamm bihan kenetrezo met staget int memes-tra. Ne c’hell ket ur molekulenn bezañ re distag d’unan all.
Ar gaz a zo ur strollad a molekulennoù dister tre o liammoù kenetrezo. Antropi ur mol gaz ral a zo par da 159 J ∙ K‾ ¹ en douareennoù gorre-douarel.

An entropiezh kemmañ

E termodinamiezh, an entropiezh, skrivet S, a zo ur fonksion stad lec’h ma vez adkavet al liamm Q/T (gant Q kementad a tommder eskemet gant ur sistem a grwez T). Unanenn an antropi a zo J ∙ K‾ ¹ (Joul dre Kelvin).
An termodinamiezh statistikel a vez muzuliet ganti dizurzh ur sistem mikroskopik. Muioc’h mui ma vez uhel talvoud S e vo diliammetoc’h e vo an elfennoù kenetreze, dizurzhietoc’h e vefont, diaesoc’h dezho da grouiñ efedoù mekanikel hag evit ul lodenn bras eus an energiezh a vo disimplijet pe implijet en un doare dilojik. Formulenn mathematikel an entropiezh statistikel e keñver an niver a stadoù mikroskopik Ω o termeniñ kempouezad ur sistem roet el live makroskopik:
S = k ∙ Ln ∙ Ω
k a zo digemmen boltzmann par da 1,381 J ∙ K‾ ¹.

S keñver termodinamiezh klassel. kemmañ

An didalc’herezh a S kemmañ

Na vez ket dalc’het S. Kreskiñ a ra e talvoud d’un taol e-pad un dreuzfeurmadur nann-tro-distro (irréversible e galleg), e keñver pennaenn an termodinamiezh statistikel, ne c’hello ket izelaat talvoud S d’un taol, kreskiñ a raio kentoc’h pe e chomo digemm ma vez S tro-distro.

Treuzfeurmadurioù tro-distro kemmañ

Tro-distro eo un dreuzfeurmadur ma vez damdigemm hag hag ma vez frotadur ebet etre an elfenoù. Lavaret e vez ez eo un heuliadenn a stadoù kempouezet.


Treuzfeurmadurioù nann-tro-distro. kemmañ

An dreuzfeurmadurioù a gwirvoud int nann-tro-distro dre efedoù steuziadur a tommder. Na c’hellont ket distreiñ d’un taol d’ur stad paseet. An energiezh kollet dindan stumm tommder a gemer perzh da stummadurioù an dizurzh. Ur pennaenn a endroadur ez eo pa vez an treuzfeurmadurioù tro-distro ur priñsip a dalc’hadur a energiezh.Laret ara ez eo pep treuzfeurmadur graet gant ur c’heskamant a dizurzh (sistem + endro). Ur grouadur a antropi a zo neuze.

∆S(hollek) = ∆S(krouet) = ∆S(sistem) + ∆S(endro) > 0

pa vez 

∆S(krouet) = ∆S(sistem) + ∆S(endro) = 0
an dreuzfeurmadur tro-distro.


Un eskemm kemmañ

Hag a vez un eskem a energiezh etre ar sistemoù evit ma vije komzet eus ar sistemoù endro (tro war dro)? kemmañ

Ar respont a zo aze:
An dommder a gemer perzh e grouadur an antropi.
Bez ez eus steuziadurioù tommder pa vez kempouez ur sistem.
Kreskiñ a ra an dizurzh pe chom a ra kempouez, ralloc’h eo un digreskadenn evit ur greskadenn.

Da geñver an eil perzh laret aze e vez tu d’en em goulenn da belec’h ez eo aet an energiezh kollet. Ma vezomp lojik un eskemm a vije a energiezh etre ar sistemoù:

Ur c’hempouezad a entropiezh er sistem 1 hag a n’eus kaset d’ur banadur a energiezh,
An tommder kollet a vije roet d’ur sistem 2 eus endro ar sistem 1,
Entropiezh ar sitem 2 a greskfe an dizurzh gantañ.
Ar sistem 2, war lec’h ur pennadig, kavet gantañ ur stad kempouez, a nije bannet energiezh evel er sistem 1,
Tommder ar sistem 2 kollet a zafe d’ur sistem 3 war endro ar sitem 2,

Dre-se ez e kreskfe an entropiezh.

Met pelec’h e kreskfe an entropiezh en hollved pe en un sistem endro nemet ken? kemmañ

Evit e vije an entropiezh o kreskiñ en eun endro nemetken e vije ret da lakaat anezhañ e distro (isoler) ha neuze e vije sistem all tro war dro dezhañ ret e vije ober neuze ur voger a… ur
Netra a goulonder met pa laran goulonder ez eo goulonder goulonder ha n’eo ket goulonder leun evel ar goulonder kantikel leun a partikulennoù. Ret e vije neuze ur gwask izel kenañ ken izel evit ma na vije ket a dister eskemm etre ar sistemoù, met paouez ar gwask d’un taol gizh-se en aer ez eo dibosupl. An entropiezh a gresk neuze en hollved a bez.

Hag an tommder na greskfe ket? kemmañ

Aze ne c’hellomp ket respont d’ar goulenn-se dre ma vez ur c’hesk temperadur damnaturel er mare-mañ met bez eus bet eus yenadurioù ivez evit tremen d’ar plasma a Hidrogen (stad kentañ an hollved) hag a vez dizuzhietoc’h eget ar gaz.

Ha implijet eo an entropiezh? kemmañ

Ya da skouer en trenioù kentañ lerc’h ma vije implijet dour lakaet da dommañ e kreskae S hag a lakae da gaout kalz a gwask da bouezañ war ur verin. Skouerioù all a zo met hemañ a zo unan splann a-walc’h.